Kinnig-labour DAO : Deskiñ d'An Oadourien

Offre d'emploi publié le 3/02/10 8:04 dans Langues de Bretagne par Émilie Le Bail pour Émilie Le Bail

Emañ D.A.O. o klask un den evit sevel ur steuñv diorren war ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet.

Labour :
Sevel ur studiadenn a ginnigo 1) stad ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet hiziv an deiz
2) an doareoù da ziorren ar c'helenn-se

Barregezhioù : Gouzout brezhoneg dre gomz ha dre skrid Anaoudegezh er sokiologiezh Emren hag intrudu Bezañ en e vleud e daremprediñ an dud Anaoudegezh e metoù ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet Anaoudegezh er metoù kevredigezhel Gouest d'ober gant meziantoù diazez

Aotre-bleniañ dre ret.

Kevrat termenet war 6 miz adalek miz Ebrel 2010. 35e / sizhun (Labour d'ar Sadorn a-wechoù).

Gopr kriz : 1690 €. Live 5 hervez kenemglev-micher ar buheziñ. Sez e Karaez, hent d'ober ingal.

Kasit ul lizher emginnig + CV (e brezhoneg) a-raok an 28 a viz C'hwevrer 2010 da : Sedrig Laur, prezidant DAO / Ti ar Vro - 6 plasenn Gwirioù Mab-den - 29270 Karaez pe dre bostel da : dao.bzh@gmail.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 5 ?