Kevre Breizh oc’h enebiñ ouzh diskar dic’houzañvus an eurioù brezhoneg gant an Deskadurezh st

Communiqué de presse publié le 18/02/21 16:36 dans Langues de Bretagne par Kevre Breizh pour Kevre Breizh

Kevre Breizh, kenaozadur kevredigezhioù sevenadurel Breizh, a zegas e harp diharzh da c’houlenn kelennerien, sindikajoù CGT ha CFDT, skolajidi ha tud skolajoù Diwan hag ar Rouedad Diwan evit ma vo dalc’het 3 eurvezh brezhoneg ar sizhun dre glasad ha n’eo ket dre live. Reiñ an eurvezhioù dre live pa vez meur a glas er memes live n’eo nemet skarzhañ eurvezhioù ha postoù labour. Diwan a vez taget hiriv, warc’hoazh e vo skolajoù publik pe gatolik.

Tagañ ar brezhoneg e skolajoù Diwan a gav e blas e politikerezh hollek an Deskadurezh Stad a-enep ar yezhoù rannvro, daoust da zinac’hadennoù digredus ar ministr, peurgetket dre adreizh al lise hag ar vachelouriezh e welomp e efedoù drastus gant digresk trumm niver ar skolidi en opsion « yezh rannvro » e kement akademiezh a zo abaoe 2018.

Gwelet a reer ivez enebiezh ar ministr Blanquer ouzh mennadoù kinnig lezenn Paul Molac evit ar yezhoù rannvro a fed deskadurezh. Ar mennadoù skarzhet a zo bet lakaet en-dro gant un niver bras a vouezhioù er Sened, ha goulenn a ra groñs ar c’hevredigezhioù yezh ha sevenadur ma vezint dalc’het, en ur chom evezhiek kenañ war emzalc’h ar ministr Blanquer ha vot pe get ar gannad·ez·ed er Vodadenn vroadel an 8 a viz Ebrel da zont.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 8 ?