Kevelennerien, kasit ho skridoù a-raok ar 15 a viz Gwengolo

Agenda publié le 9/09/12 14:07 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/27/27248/27248_1.jpg

Ar priz danevelloù e brezhoneg arc'hantet ar muiañ ...

'Bloaz paseet o doa an aozerien darbet nullañ ar priz : daou skrid nemetken. Dre chañs, a-drugarez d'ar rouedad skrivagnerien brezhonek, e oa erruet eizh skrid a-benn ar fin, hag aet e oa ar maout gant Muriel Morvan. Piv a vo ar bloaz-mañ ?

«Evit an trede gwech e vez aozet gant kêr Garaez ha Festival al levrioù e Breizh ur genstrivadeg kevelennoù brezhonek. Ur priz 1500 € zo evit ar gounezer.

Amañ-kevret e kavot reolenn ar genstrivadeg. Mar fell deoc'h kemer perzh, trugarez da gas ar skridoù dimp dre bostel a-raok ar 15 a Wengolo : festivaldulivre@gmail.com

Reolennoù priz danevelloù Ti-Kêr Karaez

1. Digor eo ar genstrivadeg d'an holl dud n'eus forzh e pelech e vefent o chom er bed.

2. Ar skridoù a rank bezañ e brezhoneg peurunvan, skritur dibabet gant Diwan.

3. Ar skridoù a rank bezañ krouidigezhioù gwirion. An danevell a ranko bezañ bet embannet en ul

levr pe en ur rollenn lennegel bloavezh ar saloñs, pe bezañ nevez-savet ha kinniget gant un tiembann.

4. Ne vo kaset nemet un danevell dre genstriver.

5. Skriverezet e vo ar skrid.

6. Niver a arouezennoù en destenn : etre 15 000 ha 20 000 arouezenn d'ar muiañ hep kontañ an

esaouennoù.

7. Tem : dieub ha digor d'ar seizh avel.

8. N'hell ket izili ar juri kemer perzh er genskivadeg.

9. 1 500 Euro a vo roet d'an hini a yelo ar maout gantañ. Bez e c'hell ar juri chom hep reiñ ar

priz ha/pe reiñ ur priz kalonekaat.

10. Roet e vo ar priz da-geñver Gouel al levrioù e Breizh e Karaez.. Bez e ranko al loread(ez)

bezañ e Karaez da resev ar priz.

11. Ar gwirioù war ar skrid a chom gant an aozer.

12. Dre gemer perzh er genstrivadeg-mañ e tisklêr ar perzhiad asantiñ d'ar reolennoù ha da

zivizoù ar juri.»


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 8 ?