Kest : ur Bildungsromant

Présentation de livre publié le 21/10/09 15:32 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/16/16424/16424_1.jpg

Anavezet eo ar skrivagner : troour, filmour, beg bras ... Met den ebet (pe dost) ne ouie e oa Kristian ar Bras ur skrivagner, hag ur skrivagner mat. Dibabet en deus skrivañ evit ar grennarded, ha koulskoude ret e vefe d'an holl lennerien lenn al levr-se. Evel Mich Beyer en e romant «An dervenn», heuliañ a ra al lenner istor ur c'hrennard, kollet un tamm e-barzh ar gevredigezh a-vremañ. Klas a ra piv eo, ha n'eus respont ebet gant ar re deuet.

Evit harroz Mich Beyer eo un anv a gas ar paotr yaouank 17 vloaz war hentoù Bro Euskadi, anv e dad. Evit harroz Kristian, eo lizhiri en alamaneg dizoloet e ti e vamm-gozh, ba Karaez a lak anezhañ da glask e istor. Amzer dremenet poanius ur vaouezh a zo bet touzet goude an eil brezelbed, gwallgaset, hag istor un tad anvet «mab Boched» gant ar vugale all er skol a vo desket gantañ. Ha dezhañ da vont betek Berlin, da gejañ gant ur voereb, c'hoar e dad-kozh.

Ur brav a levr, a-bouez evit kompren penaos e veve tost 30 000 den e Bro C'hall ganet goude ar brezel, gant un tad... alamant.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 2 ?