Kernitron-al-Lann, ar Gwenn-ha-du ouzh fuzuilhoù.

Communiqué de presse publié le 30/10/12 17:15 dans Politique par Bertrand Deleon pour Bertrand Deleon
https://abp.bzh/thumbs/27/27968/27968_1.jpg

E Karnag e oa brezhoneg ha bannieloù gwenn-ha-du war al lec'h pa oa ar Stad o klask sevel ur «Menhirland» hag o skarzhañ an dud o chom eno. Pelloc'h c'hoazh e Plogoñv, en Ardeven, er Pirc'hirin pe er C'harned e oa bet hor bannieloù a-enep divizoù untuek ar Stad ivez. Trec'h omp bet pa teue splannoc'h-splannañ e oa Breizh o sevel ouzh ar Stad-C'hall. Hevelep tra zo d'ober e Kernitron-al-Lann.

Pa vefemp evit un aerborzh etrebroadel pe get, ne c'hall ket bezañ e Kernitron-al-Lann, war douaroù ha koadoù gounidek, pell eus Naoned hag e kreiz un takad Kornôg-bras Pariz, didalvoud e pep keñver, az a da zistrujañ an armerzh ha da veuziñ hor breizhadelezh.

Strakomp hor banniel ouzh ar Stad, betek an trec'h.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?