Kerhoriz war ar Guinness Book

Chronique publié le 22/12/11 17:31 dans Environnement par Frank Bodenes pour Frank Bodenes

Lakaet oa bet en e soñj gant Yohann Nedeleg, aotrou maer Ar Releg-Kerhor, pediñ ar muiañ a dud a vije gellet evit c'hwezhañ e-barzh kotchouk ha lateks. Biskoazh z'eus bet kement a c'hwezhigelloù o tont war c'hoeñv. Kaset eo bet ar c'hwezhadeg en dro dindan lusk, son hag arvest ar strollad Oposito, ganto arzoù dindan an amzer. Aet eo ar maout gant Relekiz, hag ur menneg memes tro war levr braz ar maouted, hini Guinness evel ma ouezit holl.

13001, 13002, 13003...

E gwirionez eo bet adpaket ar maout. Bloaz zo warnugent e Kerhor, e 1990 enta e oa bet trizek kant mil c'hwezhog... hag unan. Setu ur maout hag en devoa nijet a-ziwar pajennoù levr Guinness, eus hor bro santel betek pellik awalc'h. Da Noisy-Le-Sec e oa ar brasañ kont gant trizek kant c'hwezog ha tri, hep re a drouz evit-se, betek dec'h noz.

13005...

Distroet eo ar maout korn hag all betek du-mañ. Un digarez a oa dre se gant tud ar vro evit en em gavout asambles ha reiñ ton d'ar goañv. Mil bennak a dousigi a oa o tifretal tro dro d'ar c'hwezhigelloù «kredit al labour douar». Farsus eo pa vez ano bemdez eus klogorenn an trafikerien arc'hant ha riskl e tarzhfe ar glogorenn a-barzh pell, tiez bank hag all, ha ni paour kaezh tousigi ha gleskered da heul, dic'hoeñvet deus al loa glaz d'en dour. Dale 'bet.

Betek penn

Ma z'a mat ar jeu e dlefe Yann Kerhor kregiñ e korn ar maout en dro a-benn 2022 pe se. Michañs en devo e walc'h a nerzh hag a c'hwezh da blantañ en nouspetvet c'hwezhog ouzhpenn d'ur c'hont a drizek kant. Ale, 13001, 13002,… betek an trec'h c'hwezhomp ha c'hwezhomp atav !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?