Kentelioù an Noz en Naoned

Communiqué de presse publié le 8/06/11 0:25 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve

Demat deoc'h,

O paouez kregiñ emañ miz Mezheven, e kreiz ar priziadennoù emañ ar strolladoù ha poent eo kemenn ar pezh a chom war roll Kentelioù an Noz:

Ur gentel adwelet gant Aorelian d'an 11 a viz Mezheven da 10e mintin e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan. Hini ziwezhañ ar bloavezh.

Dalc'het e vo hon Emvod-Meur bloaziek d'ar 17 a viz Mezheven da 6e e Ti-Keltiek, 3 straed Harouys e Naoned. Pouezus eo e teufec'h niverus d'an emvod rak cheñchamantoù zo da gaout er gevredigezh. Ul lodenn eus ar burev n'en em ginnigo ket en-dro ha ret e vo kaout tud leun a startijenn evit reiñ buhez ha mennozioù nevez d'hor c'hevredigezh. Deuit niverus enta !

Deroet e vo testenioù live Europa ar skolidi kenaozet gant DAO evit al liveoù A1, A2 ha B1.

Ur banne a vo profet deoc'h e fin an emvod. Debriñ asambles a c'hallimp ivez, gant ma vo degaset un draig da chaokañ gant pep hini ! Un nozvezh plijus a-raok un devezh a-bouez evit Breizh ha hor yezh.

D'an 22 a viz Mezheven da 8eur noz e sal Pablo Neruda e Sant-Ervlan (e-kichen kreizenn ar Sav-Heol straed ar Blanche) e vo kinniget deoc'h labour bloaz tri stal-labour eus Kentelioù an Noz en un abadenn hepken.

Strollad ar stal-labour c'hoariva tud deuet a ginnigo tammoù choazet eus ar pezh brudet Ul louston eo Tad-Kozh an Nedeleg (lakaet e brezhoneg gant ar strollad).

Strollad kanañ Kentelioù an Noz (kaset gant Sklaerenn Noisel) a ginnigo tonioù deoc'h.

Strollad Electrake a ginnigo deoc'h e bezh nevez, Kas ouzh Kas, krouet ganto e Sant-Ervlan. Un istor familh etre ar re Nec'hudig hag ar re gKudenneg... Leun a fent hag a startijenn... ha kanaouennoù ! (muzik gant Fabris Sauvage, testennoù gant Electrake / Katell Leon, kinklañ gant ar familh Taillandier).


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 4 ?