Kenstrivadeg haiku : daou viz a chom evit kas ho re !

Annonce publié le 4/01/23 10:08 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/56/56625/56625_1.jpg
Deoc'h-c'hwi da skrivañ !

Haiku : ar berrañ barzhoneg er bed. Ar bloaz-mañ dibabet eo bet gant ar juri daleañ ar genstrivadeg betek miz ar varzhoniezh, ret eo rentañ ho haiku a-raok d'ar c'hentañ a viz Meurzh.

Hag an tem emit-hu ? KARR, e brezhoneg hag a c'hell bout implijet e meur a stumm : ti-karr, karr-nij, charaban, karr-tan, karr-samm, karr-boutin, karr-nesañ, karr Arzhur...

Perak nompas ur ger liammet gant an natur, evel gwechall al louarn, ar glav, an erc'h, an dour, ar bleunioù, ar gwez... ? Peogwir eo bed ar vugale hag ar grennarded er bed a-vemañ, evit mont d'ar skol, skolaj, lise, evit mont da vakansĩñ, da brenañ boued, da welet ar mignoned...

103 haiku resevet war al lec'hienn, hag ur bern e gallaoueg. Gourc'hemennoù da skipailh Regis AUffray !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 3 ?