Savet e vo gant Kevre Breizh hag ELEN, Rouedad Europa evit invalided ar yezhoù, ur c'hendiviz anvet «Lazhkenelioù, un tabou e Frañs» hag a vo dalc'het d'an 19 a viz Meurzh 2022 e Gwened war campus Toc'hanig Skol Veur Kreisteiz Breizh eus 9e30 vintin da 5e30 d'abardae.
War betra eo diazezet ul lazhkenel ? Penaos e vez lakaet ul lazhkenel da c'hoarvezout ? Ha lazhkenelioù a zo e Frañs ? Penaos stourm a-enep ar politikerezhioù lazhkenel ? Pe zisoc'hoù a zo bet tapet betek-henn ?
Dindan paeroniezh Yves Plasseraud e vo roet deomp da c’houzout gant ur skolaj skiantourien, arbennigourien ha stourmerien (Rozenn Milin, Jean-Jacques Monnier, Elin Haf Gruffydd Jones, Pierre Klein, Louis-Georges Tin...) stad an enklask a laka war wel ar politikerezhioù lazhkenel, hag an obererezhioù stourm war an dachenn evit klask enebiñ dezhe. Ha respont d’ar goulenn-mañ ken diazez e-keñver Gwirioù Mab-Den : ha politikerezhioù lazhkenel a zo lakaet da c’hoarvezout e Frañs an deiz hiziv ?
Enskrivadurioù digoust enlinenn :
Kinnig ha programm klok : www.kevrebreizh.bzh/colloque-ethnocides
■