Kendiviz a ziwar an disentedigezh ha dazont ar stourm evit ar brezhoneg

Communiqué de presse publié le 25/05/15 10:08 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
mm4pwrjo.mp4

Un davarn leun-chouk, trouzus, ha tud a galite o komz diwar-benn istor ar stourm bet gant SAB ha dazont Ai-ta !

Troet e oa war eeun en galleg evit an dud nann-vrezhonegerien. Prientet mat e oa bet an traoù, daoust ha ne oa ket al lec'h dibabet bras a-walc'h.

Ne vern, pouezus e oa da selaou ar stourmerien o doa duet ar panelloù da gentañ, ha da c'houde ar re yaouank, oc'h anzavout n'eo ket ken aes ha se mont da lakaat an tiez post pe an tiez gar da asantiñ gant an divyezhegezh.

Pet die-in, pet manifestadeg, pet pannel divountet e korf dek vloaz en doa graet Ai-ta goude ar pezh a oa bet graet gant SAB a-raok ?

Eveljust e oa bet kaoz eus ti-gar Plouared ; eveljust, ne ya ket buan a-walc'h ar stourm, eveljust...

Met brav e oa dija gallout komz, eskemm, distreiñ d'ar gêr gant levr Xavier Renou troet gant Dewi Siberil, kenderc'hel gant ur stourm kaled kroget pell'zo, aozet mat, evit doujañ ouzh ur sevenadur, gwirioù ur bobl da genderc'hel gant he yezh met ivez da eskemm ha da genlabourat gant ar stourmoù all, rak ar «memes stourm» eo, giz lavare Gwenc'hlan ar Skouezeg e digoradur «Penaos bout Breizhad ?»

evit skoazell Aita : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 4 ?