Emgavioù tro-dro d'an implij e brezhoneg
A-drugarez da 25 bloaz a skiant-prenet ha servijoù micherel da vat e vez kinniget gant Stumdi, kreizenn- stummañ evit an dud deuet, stummadurioù brezhonek diouzh ezhommoù ur publik liesseurt. Degemeret e vez bep bloaz gant ar skipailh (war-dro 15 implijad) ouzhpenn 300 stajiad e touez ar stummadurioù kinniget gant an aozadur eus penn-kentañ miz Gwengolo da greiz miz Gouere war 4 lec'h-stummañ : Gwengamp (22), Landerne (29), Plañvour (56) hag Aradon (56).
Abaoe meur a vloaz e vez klasket gant an aozadur krouiñ un dreuzell etre ar stummadur brezhonek ha bed al labour dre oberennoù a bep seurt :
- stourm-kelaouiñ a-benn kizidikaat aozadurioù a skoazell ar glaskerien labour, an embregerezhioù, ar strollegezhioù tiriadel,
- ur servij heñchañ, krouet e 2006, a zo e balioù sikour eus un tu ar stajidi o deus c'hoant da wellaat o doareoù da glask postoù-labour divyezhek e-pad ha war-lerc'h o stummadur, hag eus un tu all, an implijerien da aozañ ur stummadur brezhonek evit un pe meur a implijad hag aesaat tuta un implijad divyezhek war un dachenn micherel bennak.
A-benn lidañ e deiz ha bloaz eo bet divizet gant Stumdi bodañ brezhonegerien evit prederiañ war stad al labour e brezhoneg e-pad ur c'hendiviz.
Bed al labour e brezhoneg : ezhommoù brasoc'h-bras
D'ar Sadorn 29 a viz Here 2011
Kreizenn kendalc'hioù Meskoad
Park ijinañ Meskoad - 29800 LANDERNE
Rakprogramm ar c'hendiviz :
9e30-10e00 Degemer
10e00-11e00 Degemer gant Lena Louarn, trede iz-prezidantez ar Rannvro e karg eus yezhoù Breizh, Patrick Leclerc, maer Landerne, André Lavanant, prezidant kentañ Stumdi ha Ronan Hirrien, prezidant a-vremañ.
Lodenn gentañ : Peseurt diorren evit ar brezhoneg er bed ekonomikel ?
11e00-11e30 Prezegenn gant Malo Bouëssel du bourg, rener Produet e Breizh
11e30-12e00 Prezegenn gant skipailh Servij Heñchañ Stumdi
12e00-12e30 Eskemmoù gant ar publik
Pred
Eil lodenn : Peseurt micherioù e brezhoneg ?
2e00-2e30 Prezegenn gant Fulup Jakez, rener Ofis publik ar brezhoneg
2e30-3e30 Testenioù stajidi bet ganeomp a labour e brezhoneg
3e30-4e00 Ehan
4e00-4e30 Testenioù stajidi bet ganeomp
4e30-5e00 Eskemmoù gant ar publik
5e00 Klozadur gant Claudie Motais, renerez Stumdi.
Soñjit raklakaat an deiziad-mañ war ho teiziataer !
Mont e darempred gant :
Annaig Guédès
E karg eus an diorren
STUMDI
Maner Keranden - BP 311 - 29413 LANDERNE Cedex
02 98 21 39 94
annaig.guedes@orange.fr
■