Kenderc’hel a ra ar Stad C’hall da zistruj ar brezhoneg !

Communique de presse publié le 2/01/17 14:05 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/41/41539/41539_1.jpg
Panell staliet gant an DIRO (servijoù ar Stad).
https://abp.bzh/thumbs/41/41539/41539_2.jpg
Panell staliet gant ar strollegezhioù lec’hel.

Ur panellerezh divyezhek brezhoneg-galleg par-ouzh-par a zo bet krouet gant Park Natur Rannvroel ar Mor Bihan (PNR).

Staliet eo bet neuze ar panelloù-se e mont e-barzh ar c’hêrioù ha war word hentoù an Departamant. Doujañ a reont da garta ar PNR a-fet divyezhegezh.

Staliet eo bet seurt panelloù e mont tre ar Park war vord hentoù ar Stad ivez.

Met aze eo bet dilamet ar brezhoneg !

Ul labour a-ratozh zo bet kaset da benn neuze gant servijoù ar Stad-C’hall evit diverkañ ar brezhoneg ! Ur giladenn eo hag a ziskouez splann youl fall ar Stad hag an energiezh lakaet ganti evit ma‘z afe hor yezh da get.

Gant ar skouer-mañ e weler mat penaos e vez lakaet da fall gant ar Stad ar strivoù graet gant an dilennidi lec’hel evit reiñ ur plas dereat d’ar brezhoneg.

Ouzhpenn-se ne zouj ket ar Stad d'an engouestloù bet kemeret ganti. E miz Here 2015 e oa bet sinet ur c’henemglev ispisial etre ar Stad ha Rannvro Breizh diwar-benn yezhoù Breizh. Raktreset eo ennañ e vefe staliet panelloù divyezhek war vord an hentoù-Stad. Betek-henn n’eus bet graet striv ebet gant ar Stad evit ar brezhoneg.

Nac’hañ a reomp an dispriz-se. Setu perak hon eus kroget da sikour ar Stad da staliañ panelloù divyezhek war vord an hentoù. Distaliet eo bet ganeomp ar panelloù nevez bet lakaet e plas ha kenderc’hel a raimp d’en ober war vord hentoù-tizh Breizh betek ma vo staliet panelloù divyezhek par-ouzh-par gant ar Stad.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 3 ?