Kendael aozet gant Aber d'ar Sul 29 Meurzh 2015, e Kemper

Agenda publié le 6/03/15 11:28 dans Littérature par Erwan ar Menn pour Erwan ar Menn

Yezh, Istor, lennegezh

Kendael aozet gant Aber

d'ar Sul 29 Meurzh 2015, e Kemper

Brit Hôtel, Rond Point de Kerourvois, 29500 An Erge-Vras (Ergué-Gabéric)

(e banlev Kemper tu a vo da dapout er porzh-houarn an dud a zeuio gant an tren)

Roll an devezh

Degemer ar berzhiaded adal 9:00

Beurevezh (9:30-12:30)

- Digoradur Embannadurioù 2015 Pierrette Kermoal 

- An nevezc'heriañ displeget da'm niz saoz, Yann-Baol an Noalleg

- Peñse an eil dispac'h hag egile : evezhiadennoù e sigur «Composition française» gant

Mona Ozouf, Gwenael Maze

Pred kemeret a-gevret war al lec'h (12:30-14:30)

Endervezh (14:30-16:30)

- Kelenn al lennegezh er skolaj, Yann-Ildut Galliou

«Ar Follez Yaouank» gant Meavenn, «An ti a drizek siminal» gant Roparz Hemon,

«Frederig» gant Hans Peter Richter, hag arroudoù all.

- Ha ma lennfemp ar «Barzhaz-Breizh» ? 'An aotrou Nann hag ar gorrigan', 'Bran', 'Ar

plac'h dimezet gant Satan', pe c'hoazh 'Kloareg Rohan' , Pierrette Kermoal

Amzer a vo evit ar goulennoù hag an daeloù da heul pep displegadenn.

Klozadur (16:3016:45) ha kafe

Skodenn dre zen (pred, kafe ha gortozenn) : 26 ¤. Studierion, dic'hweleion : 15 ¤, bugale : 10 ¤.

Teul-enrollañ klokaet ha skodenn da gas da :

Aber, 115 Kergareg, 29870 Landeda, a-benn ar 15 Meurzh 2015

Kemer a rin perzh e Kendael 29 Meurzh 2015.

Anv/Kentanv______________________________________________________________

Pellgomz/Pelleiler __________________________________________________________

Chomlec'h ________________________________________________________________

Mal elektronek______________________________________________________________

Amañ-kevret ur chekenn .¤ (war anv Aber)

Deiziad : Sinadur :


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 9 ?