Kenavo Per, trugarez

Communiqué de presse publié le 1/08/11 15:40 dans Langues de Bretagne par Patrick Malrieu pour Patrick Malrieu
https://abp.bzh/thumbs/22/22809/22809_1.jpg
Per Denez epad lid an Ermin er C'Hastel Duged Breizh. Naoned 1989.

Kenavo Per ha trugarez

Penaos e c'hellomp eztereul hor glac'har don hag hon zristidigezh o kemenn ez eo Per Denez aet da Anaon ?

Stourmer arouezel evit difenn ha brudañ sevenadur Breizh a-hed eil rann an XXvet kantved, e labour hag e levezon a vo bet divent evit Breizh.

Tud-all a raio anv eus e labour lennegel, evit ar yezh, evel skol-veuriad, a live etrevroadel, e labour embann… e stourmoù evit lakaat anavezout plas ar brezhoneg en deskadurezh…

Evit Skol-Uhel ar Vro e chomo an hini en deus roet buhez d'e obererezh e-pad meur a vloavezh, mare pinvidik ha frouezus evit sevenadur Breizh. Ur mare ma oa bet tu da vodañ baregezhioù ar skolioù-meur ha re ar c'hevredigezhioù evit labourat asambles ha talvoudekaat o ferzhioù disheñvel.

Ul labour kevreer dibar ha pouezus kenañ en deus graet Per Denez.

Reizh e oa reiñ dezhañ kolier an Erminig, un enor bet krouet evit trugarekaat an dud o deus gouestlet o nerzh hag o amzer da stourm evit Breizh, ur vuhez-pad peurvuiañ evel ma reas Per Denez.

Skol-Uhel ar Vro a gas gourc'hemennoù frommet a gengañv d'e familh hag a rann e glac'har.

Kenavo Per ha trugarez !

Obidoù Per Denez a vo lidet d'ar Merc'her 3 a viz Eost da 14 eur, en Iliz Itron Varia an Thabor : iliz Sant Melen, e Roazhon.

(voir le site)


Vos commentaires :
Anna Mouradova
Dimanche 22 décembre 2024
Gourc'hemennou a genganv da familh Per Denez. Un den hep a bar e oa. Atav e roe skoazhell d'ar re a oa o labourat war dachenn ar vrezhoneg.
Un den hegarat e oa... N'on ket evit kredin eo aet da viken...

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 6 ?