Kenavo Douarnenez ha tud ar C'haokaz, Bro Alamagn pedet ' benn bloaz ?

Rapport publié le 30/08/09 12:17 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/15/15931/15931_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/15/15931/15931_2.jpg

Tremenet mat-tre gouel ar filmoù : leun a dud, tud pedet dreist, daoust d'an div blac'h Natacha ha Rayana a zo bet lazhet e Tchetchenia. Start ar filmoù diwar-benn ar brezel, ar soudarded klañv gant ar pezh o deus bevet, an eoul-men o saotrañ an douar ...

Met plijadur zo bet memestra war ar blasenn gant kejadennoù dispar, gant tud o komz a bep seurt yezhoù, bugale Russia pe Tchetchenia, stalioù kan Jeorjia pe yezh ar sinoù. D'ar gwener noz oa bet aozet ur pezh mell friko gant boued ar C'haokaz : tud pedet, festivalerien, tud o komz rusianeg, tchetcheneg, brezhoneg ha yezh ar sinoù.

Jubennourien a droe ar pezh a veze lavaret gant tout an dud. Brav da welout !

Brezhonegerien e leizh o filmañ, o tabutal, o kinnig abadennoù da noz, o skrivañ er C'hezako. Pinvidik kenañ. " Benn 'bloaz e vefe marteze an Alamagn a vefe pedet, gant deiz ha bloaz diskar moger Berlin. Piv oar ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 9 ?