Kenavo Celine

Chronique publié le 14/10/17 21:04 dans Nécrologie par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Leun chouk oa iliz Plouvien hiziv, ha dour e daoulagad en holl, ha fulor ivez. Penaos asantiñ un dra ken didruez... ?

Deuet e oant holl deus pep korn ar vro, c'hoarierien, tud Plouvien, strolladoù krennarded eus Gwened bet c'hoariet ganti, tud ar skolioù divyezhek graet raktresoù c'hoariva gant ar strollad la Obra, repuidi...

Un oferenn gant kantikoù e brezhoneg, kanet brav gant laz kanañ ar vro, gant Goulc'han Kervella, Nicole, tud ar familh gwad ha tud ar familh kalon, ken bras.

Gant ma vo padus ar c'hoant da genderc'hel gant ur c'hoariva a glask cheñch ar bed, ar c'hoariva a lak e skeul ouzh ar stered... Ha Celine oa unan anezho, hag a vo evit ur bern eus an dud a oa aze, ur steredenn a gendalc'ho da ziskouez an hent...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 7 ?