Dav eo anaout n’emañ ket alies e vez gwelet ur c’hloc’h a-dost. Ha gwelloc’h c’hoazh war al leur, e-kreizig-kreiz un iliz-veur, dirak ar c’heur , rik. Da gustum, emañ ar c’hleier dam-skoachet e penn-uhelañ tourioù hon ilizoù, kentoc’h. Nemet pa sonont eo e vezont remerket, a-dost pe a-bell. Ur vrav ha ral a zigarez eo sellout a-dost ouzh hemañ.
Anvet eo bet ar c’hloc’h nevez « Marie-Corentin » (« Kaourintin-Mari» , pe « Kaou-Mari» e doare berr, gwelout gerioù e traoñ ar pennad) hag e sono e « La ». Ha fichet brav eo, lintrus warnañ tres keltiek memes !
Ar pep pouezusañ marteze evit tud ar vro zo, ma vefent er feiz pe get, eo ar frazenn e brezhoneg a vez gwelet tro-dro d’ar c’hloc’h, en e lodenn-izel, a-us d'an houlenn a ra ur c'hlinkerezh keltiek outañ.
Setu ar pezh a lennomp (notenn : « youhit evid » a vez skrivet « youc’hit evit» e peurunvan. Memes distagadur) :
« Youc’hit evit an Aotrou, Douar a -bezh, youc’hit, kanit ha sonit » diwar ar salm 97 (niverenn gristen pe 98 niverenn hebraek).
Dav eo din marteze - evit ar re a zo pell diouzh an dachennad-mañ - lâred ur gêrik diwar-benn ar Salmoù, dre vraz. Petra int ? « Skriturioù » e-giz ma vez lâret, e stumm « barzhonegoù ». « Skriturioù » rak dastumet e-barzh unan eus levrioù ar Bibl – anvet « Levr ar Salmoù » just a-walc’h a vez graet anezhañ ivez « Levr ar veuleudi » , a-wechoù. « Barzhoneg » rak kompozet eo bet evel pozioù evit bezañ kanet. Un tamm sonerezh a veze c’hoariet gant benveg-mañ-benveg evit plijadur an divskouarn pe poan ar galon ivez. Soñjit 'ta en hor «sonioù» ha «gwerzhioù»... A-benn ar fin, skrivet int bet evit al lid e Templ Jeruzalem (Yerushalaïm). Pa veze gouelioù meur o sachañ an dud eus pevar korn ar vro, ijinit 'ta an aergelc'h!
Ha kozh int ? Etre 24 ha 26 kantved evit al lodenn vrasañ anezhe, sañset. Diaes eo gouzout resis e peseurt mare int bet skrivet ha piv eo an aozerien (ar Roue David, hag all). Evel er broioù keltiek, a-hed an istor e oe Priñsed e broioù ar Reter gouestl da varzhonegañ ha da c'hoari ouzh an delenn (dont a rafe ar gêr Salm - pe Psaume, e galleg - diwar ar gresianeg «psalterioñ» ).
150 Salm zo el levrig. Evidomp-ni, tud a-vremañ, emaint dedennus dre ma tresont ha livont holl trivliadoù ha darvoudoù a c’hell forzh piv bezañ splujet enne, e-kerz ur vuhez a-bezh. Amzerioù a eürusted, amzerioù a walleur. Evel hirio, da skouer, ma vez bet drouklazhet ur c’helenner e-barzh ul lise e kêr Arras (Norzh bro-Frañs), liammet hep mar ebet ouzh sponterezh ha brezel e bro Izrael.
E-barzh ur gazetenn (National Geographic) a veze gwerzhet e levr dier boutin e 2023 e vez kavet an daolennig-mañ :
Meuleudi : 66, 92, 103, 118
Anken : 46, 62
Kounnar 69, 94, 109
Anaout ar pec’hedoù 32, 51, 103
Fiziañs e Doue 40, 62, 146
Argoll 3, 91, 94
Kañv 23, 30, 68
Gwarizi 37, 73, 131
Levenez 95, 100, 145
Kleñved 22, 38
Digenvez 38, 42, 121, 139
Kozhni 71,91
Aes eo kompren ez eus ur salm pe meur ha hini evit forzh peseurt plegenn , e-kerz ar vuhez. Ur gwir lennegezh eo, evit deskiñ da vevañ pe ambroug ar vuhez. Ul lennegezh a ginnig ul liamm, leun a skiant-prenet, etre an Doue hag an Den.
Neuze Kemperiz, pa vo klevet ganeoc’h ar c’hloc’h o tintal a-us da blasenn Sant Kaourintin, marteze e soñjo deoc’h gant lorc’h er frazenn-mañ skrivet outañ e brezhoneg. Ken kozh marteze eo diazezoù - ar re vravañ - hon brezhoneg eget ar Salmoù. Gant ma z'aio ken hir hon yezh eget ar Salmoù...
A-raok bezañ lakaet en e blas e vo «badezet» ar c’hloc’h gant an Ao Dognin d’ar 15vet a viz Here. Seniñ a raio ar c’hloc’h Mari-Kaourintin evit ar wech kentañ d’an 12vet a viz Kerzu war-zigarez gouel Sant Kaourintin.
A-dra-sur, an devezh-mañ e vo fromus ar ger-stur choazet e 2015 gant an Eskob (e brezhoneg hag e galleg)…
« Laouen en Esperañs ». « Joyeux dans l’Espérance ».
. Levr ar Salmoù Livre des Psaumes (ul levr ennañ 150 salm a vez kavet er bibl hebraek / testamant kozh)
. Levr ar meuleudi Livre des Louanges (un anv all evit ar memes levr)
. An Aotrou « Elohim » en destenn a-orin (Salm/Ps 97)
. Salm, Salmoù diwar ar gresianeg «psalterion» (benveg sonerezh), psaume (e galleg). Testenn speredel (ha denel ivez war ar memes tro) da vezañ kanet e lid an Templ (Jeruzalem). Implijet el liderezh kristen, e bep overenn.
. kloc'h, ur c'hloc'h braz Ar ger brezhonek zo paotr. Ar ger gallek zo plac'h (une cloche). «Mari-Kaourantin» pe «Kaourantin-Mari?» An daou ziskoulm zo posubl. Met - resped deoc'h - , din-me ez aio gwelloc'h an eil diskoulm, rak abegoù teknikel (an diskoulm kentañ - heñvel-rik ouzh ar galleg - a zlefe bezañ ur c'hemmadur dre vlotaat da heul an añv a Vari ha ne vije ket re zereat amañ, pa soñjer en añv-berr). Petra a soñjo dezhe ar vrezhonegerien aketus pe ampart, war ar poent-se? Lâr din ho ali m'ho peus c'hoant...)
. « Ar Salmoù » , Al Liamm 1974, troidigezh gant Maodez Glandour. Doare-skrivañ peurunvan.
. « Ar Bibl troet e brezhoneg » (Penkermin, 2018), Job Lec’hvien. Doare-skrivañ peurunvan.
. « Leor overenn », Minihi Levenez 1997, troidigezh gant Job an Irien. A-stlabez emaint aze hag amañ e-barzh ul levr embannet evit al lidañ dre ar Sulioù...Doare-skrivañ Falc’hun. Ouzhpenn ur brezhoneger a-vihanik emañ Job, ur barzh a-feson eo ivez. Aes ha brav da lenn. Menegomp amañ ez eus ur raktres evit peurechuiñ troidigezhioù ar Salmoù hag embann ul levr dre Minihi Levenez ma vint dastumet holl e-barzh.
. National Geographic , albom « La Bible » (pajennad 167), pennadoù sevenadurel gant kalz a fotoioù. Gwerzhet e 2023.
Pennad
(pe gwelet ar video youtube 15mn)
Video
(ur vunutenn). Pennad gant Pierre Fontanier (Ouest-France).MAJ 18vet a viz Here 2023
■