Derc’houezañ a ra ar c’hevredigezhioù tud skolidi Div yezh Breizh ha Dihun Breizh ar familhoù hag ar skolidi a zibab ur skoliadur divyezhek galleg-brezhoneg, a-getep e-barzh servij publik an deskadurezh hag e-barzh ar skolioù kevratet renet gant Renerezh eskoptiat an Deskadurezh katolik. Falvezout a ra dezho, gant ar gemennadenn gelaouiñ-mañ, degas elfennoù ouzhpenn da heul skignadur al lizher savet gant ar Rouedad europat evit kevatalded ar yezhoù – European Language Equality Network (ELEN) ha kaset d’an holl dud war ar renk e dilennadeg ar prezidant d’an 31 a viz Meurzh 2017.
Dihun Breizh ha div yezh Breizh, e rezh izili oberiat, zo laouen p’he deus Kevre Breizh, he deus ur gefridi kenurzhiañ etre kevredigezhioù sevenadurel Breizh, kaset ar gemennadenn-se d’ar mediaoù evit kizidikaat an dud war kraf ar c’helenn yezhoù rannvroel e Frañs, ha neuze evit aesaat brudañ ha diorren ar c’helenn brezhoneg er skol evit a sell ouzh rannvro Breizh.
El lizher-se ez eus bet buket 6 pal evit ur « Republik an tiriadoù, liesseurt, doujus ouzh gwirioù diazez an denelezh, ha kement zo ouzh he ober. »
Er Pal 3 e c’houlenner digant ar re war ar renk « Lakaat e plas kement zo ret evit ma vefe kemeret e karg ar servij publik graet gant ar skolioù kevredigezhel er yezhoù rannvroel dre soubidigezh hervez erbedadennoù ar Broadoù Unanet ».
A bouez eo dimp adlavaret ar pezh a ra gwirvoud ha gwiriegezh ar c’hinnig kelenn brezhoneg pe drezañ e Breizh en ur ziskouez an holl hentadoù zo.
Falvezout a ra da div yezh Breizh ha da Dihun Breizh degas da soñj o deus ar familhoù tri choaz e Breizh ha dre-se kement-all a chañs evit enskrivañ o bugale en ur skol hag a ginnig un deskadurezh divyezhek : ar rouedad divyezhek publik, ar rouedad divyezhek prevez pe an hentad kevredigezhel dre soubidigezh.
Evit klozañ, hag evit klokaat, e fell dimp resisaat penaos diwar ar 17.024 skoliad en hentad divyezhek galleg-brezhoneg en distro-skol 2016, 7.488 anezho zo en deskadurezh publik, d.l.e 44 % eus ar skolidi a zesk brezhoneg er skol ; 5.294 skoliad, d.l.e 31 % eus ar skolidi zo skoliataet en hentad an deskadurezh prevez katolik ha 4.242 skoliad, d.l.e 25 % zo en hentad kevredigezhel dre soubidigezh.
■