Keloù mat war an douar : un ti-post e brezhoneg e Karaez !

Dépêche publié le 5/11/12 14:28 dans Justice et injustices par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/28/28037/28037_1.jpg

Keloù mat war an douar : un ti-post e brezhoneg e Karaez !

Echu gant pismigerien, tristidigezh ar re a gred n'eus ket moaien mont war raok war an tamm douar-patatez-mañ : e Karaez ne oa ket bet Aita o stourm, ne oa ket bet tud o vanifestiñ, oc'h aozañ ur c'houlennaoueg.

Graet oa bet, evel ma faotfe e pep lec'h e Breizh. Divyezhek ar vro, diveyezk an ti-post. Gant ma vo ken simpl e mizioù o tont, ret eo kas ar foto-se d'an holl tiez-post ne gredont ket ober. Bec'h dezhi !


Vos commentaires :
A doer da droer
Dimanche 22 décembre 2024
Gl. «banque postale» -> Bzh. «bank post»
Gl. «prioritaires» -> Bzh. «tud kentwiriek»

Francis
Dimanche 22 décembre 2024
Bremañ m'eo kroget an traoù gant ti-post Karaez n'eo ket gounezet pep tra c'hoazh, ret eo kenderc'hel da vountañ a bep tu evit ma vo graet kement en holl diez-post e Breizh.
D'ar brezhonegerien dre vras ivez da fiñval : sevel ar goulenn war-eeun, kas ul lizher (d'ar renerien e Kemper ha Roazhon), aozañ traoù ha me oar me...
Kement-mañ evit ma santo da vat renerien an ti-post ez eus ouzhpenn Ai'ta ! a vez o c'houlenn ur plas a-feson d'ar brezhoneg en tiez-post !
Da skouer :
DELP Ouest Bretagne
32 RUE DU PRESIDENT SADATE
29109 QUIMPER CEDEX
02 98 64 60 02

Pe c'hoazh :
Délégation Régionale du Groupe La Poste
RUE DU PRE BOTTE
BP 63269
35032 RENNES CEDEX


Bec'h de'i !


Pierrig Le Bihan
Dimanche 22 décembre 2024
Droad o doa bet an «Arabed» en Naoned, neuze perak pas ar Vretoned e Breizh !
Met gwir eo n'omp mui nemet «Bougnouled wenn» en hon bro-ni, 'forzh penaos.
Erfin, «kement-se paket atav», evel ma vez lâret. N'eo ket fall ! dalc'homp peg.

Ronan Le Déroff
Dimanche 22 décembre 2024
Toer on bet, troer on, ha n'on ket «A doer da droer».

Emglev
Dimanche 22 décembre 2024
A doer da droer = fazi koukouk evit «a droer da droer» moarvat... da lavarout eo «ali un troer d'un troer all»
Troer pe troour ? Troour a yafe gwelloc'h da va soñj rak ul labour difetis eo. Un troer a c'hellfe bezañ un «troer kamprouezh» da skouer.
War bep tachenn ez eus labour da ledanaat e dachenn d'ar brezhoneg. Amañ da heul ul liamm evit brezhonekaat un tammig hor... poubellennoù , a zo ivez ur benveg da bouezañ war ar strollezhioù foran lec'hel. Voir le site

Yann S.
Dimanche 22 décembre 2024
N'eo ket gwir avat, dirak post Karaez e oa bet Ai'ta meur a wech (votadeg foran a-raok al labourioù da skwer)... hag un toullad lizheroù hag emgavioù 'oa bet etre Ai'ta ha renerien Ar Post a-raok na disoc'hfe 'vel-se... Daoust ma ne oa ket bet graet trouz bras, arabat ankouaat labour ar stourmerien war an dachenn !!!

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 0 ?