Kant stajiad er sizhunvezh kentañ, mui 30 bugel ha 30 stummer ha buhezour, mui ur c'hant bennak en eil sizhunvezh, ar pezh a ra 260 den a gomz brezhoneg e-pad pemzektez. A-drugarez da aozadur efedus KEAV renet gant Ana ar Beg, e kendalc'h ar staj-mañ gant e hent kroget tregont vloaz 'zo. Daou gelenner dre rummad, ur greizenn dudi evit ar vugale aozet gant buhezourien, tapet o DABU ganto, hag ur bern oberiantizoù nevez : c'hoariva, video (sitcom), sevel danevelloù (gant Mich Beyer ha Ronan Menardeau), kazetenniñ (gant Yann-Fañch Jacq), setu sekred ar staj-se.
Ar pep pouezusañ; ne vez komzet ger gallek ebet. Saozneg, pe yezhoù all, ne lavaran ket. Dreist eo gwelout tud gant un nebeud bloavezhioù kentelioù noz a zeu a-benn da zivizout ha da c'hoari e brezhoneg. Gourc'hemennoù d'an aozerien a oar heuliañ bedig-bed ar vrezhonegerien evit kinnig, a vloaz da vloaz, traoù nevez d'ar stajidi.
■