Keav : 400 den e korf div sizhun !

Reportage publié le 29/07/23 12:00 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/58/58177/58177_1.jpg
Stajidi an eilvet sizhunvezh dirak Lise Kastellin
ar c'honter Daniel Carre e staj Keav (157 vues)

Dreist e oa staj Keav ar bloaz-mañ, evel e oa bet dreist abaoe fin an eilvet brezelbed : stajidi e leizh, kanerien, konterien, tud eus New York, Iwerzhon, bugale, babigoù, tud kozh...

Un doare burzhud a c'hoarvez pep bloaz e Kastellin : div sizhunvezh gant 400 den prest da begañ barzh, da wellaat o zamm brezhoneg dezhe, da vevan e brezhoneg 100% deus o amzer, da lvivañ, foetañ bro, gontañ sorbiennoù, deskiñ micherioù ar radio hag ar c'hleweled, deskiñ skrivañ...

Oberiantizoù a vil vern, kan da vintin, kan goude merenn holl asambles, gouren, yoga, dans hengounel, prezegennoù, pffff ! Nag a draoù.

A-drugarez da youl an dud feal a youl vat (Ana ar Beg, Cedric Choplin Emile Granville, Rejin Gwilhamot, William Landin, Alan Tudoret, JYves Kervareg, Loeiza an Duigou, Clyde Dlugy Belmont...) d'ar gevredigezh e vez aozet pep bloaz ar staj, ha d'ur vaouez a vicher. Ha tout an dud da sikour, da gemer ar skubellenn, ar spouenn, evit ma vefe propr an ti (lise micherel al labourerien douar) a-hed ar staj. Ha sur a-walc'h, ul lec'h burzhudus evit bodañ ar re a lak ar brezhoneg da vont war raok war ar wagennoù, ar vuhez skol, ar vuhez familh !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 2 ?