Karta Ya d'ar brezhoneg : Kemperle e touez ar re wellañ e Breizh

Rapport publié le 6/05/12 0:42 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/25/25826/25826_1.jpg
penneclouarnbzh.mp4, penneclouarn.mp4

E ti-kêr Kemperle digwener noz e oa lidet label 2 karta Ya d'ar brezhoneg. Prezegenn e brezhoneg hag e galleg gant Marie-Jo Mellouet, kuzulierez-kêr ha marc'hadourez levrioù ha pladennoù ar stal «Penn da benn», da c'houde hini aotrou maer Alan Penneg, hag evit echuiñ, hini Lena Louarn, evel boaz.


Kanet o doa bugale Diwan ha Divyezh a-raok, ha fur int bet betek ar fin, dreist-holl pa oa Lena o c'houlenn ganto : «Kompren a rit ar brezhoneg, bugale ?»...

Bremañ eo Kemperle e touez ar re wellañ e Breizh : 250 plakenn divyezhek evit ar straedoù e kêr, 100 bugel skoliataet e brezhoneg (Diwan, Div yezh, skolaj), stummadur ar re deuet e brezhoneg evit an ti-kêr, kazetenn ar gumun gant ar pennad-stur e brezhoneg, ...

Da wellaat : ateieroù e brezhoneg evit ar vugale all, mont pelloc'h evit ar c'hentelioù noz hag evit an eil derez.


Vos commentaires :
philippe Metchnikoff
Dimanche 22 décembre 2024
Kemperle a zo ur skouer da heulian evit kalz keriou all e Breizh evel Karaez Pleskob Pluguen pe Sant Ervlan.

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 7 ?