Kaout un tañva d'ar brezhoneg e-barzh ar familhoù

Communiqué de presse publié le 11/01/10 5:25 dans Langues de Bretagne par Gregor Mazo pour Gregor Mazo

Evit an eil bloavezh emañ Divskouarn o kinnig abadennoù kaout un tañva d'ar brezhoneg gant ar re vihan. Ar bloaz-mañ ez eus ur strollad reoliek e Lesneven hag e Lannuon.


«Kaout plijadur e brezhoneg gant ar re vihanañ !»

Pal an abadennoù-se a zo kaout plijadur e brezhoneg gant ar re yaouankañ pe vezer brezhoneger hoc'h unan pe vezer ket. En em vodañ a ra familhoù gant o c'hrouadurioù en ul lec'h hag e vez kaset un abadenn c'hoari, kanañ ha lenn gant animatourien a zo anezho kerent ha tud a vicher tachenn ar re vihan war un dro. Dont a ra ar gerent asambles gant o bugale yaouankoc'h eget 5 bloaz anezho.


«Daou lec'h e Breizh evit poent.»

— E magouri Lesneven an hini eo e c'hoarvez an traoù e Penn ar Bed evit poent, bep kentañ sadorn ar miz da 11e. Setu aze an deiziadoù betek an hañv :


D'ar 16 a viz Genver/ 6 a viz C'Hwevrer / 6 a viz Meurzh / 3 a viz Ebrel / 15 a viz Mae / 5 a viz Even / 26 a viz Even = pik-nik echuiñ.

— E Lannuon e vez dalc'het an traoù e Kreizenn Sevenadurel Lannuon, a zo kenaozer gant Divskouarn. Etre 10e hag 11e ez a an traoù en dro. Lakait hoc'h anv en a-raok mar plij.
Setu amañ an deiziadoù da zont : 23 a viz Genver / 6 a viz C'Hwevrer / 13 a viz Meurzh.

Evit hini Lesneven e vez goulennet gant an dud emezeliñ da z/Divskouarn, 15 € ar bloavezh.

Evit hini Lannuon e vez goulennet gant an dud emezeliñ d'ar Greizenn Sevenadurel Lannuon, 12 € ar bloavezh.


«Gouzout hiroc'h :»

Lesneven : 09 60 04 79 83. Lannuon : 06 99 04 88 40


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 1 ?