Kant den o tañsal hag o kanañ

Communiqué de presse publié le 23/03/14 21:48 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Kanerien ha kanerezed b'an dañs pe a-dreñv ar mikroioù ha brezhoneg e pep lec'h !

Pa vez 16 kaner asambles petra'vez graet ? Kroget oa bet gant Anne-Marie ha Roland, goude Rozenn ha Silvi, Loeiz ha Paol, Gi Penseg ha Jean Billon, Christophe ha Jean, an Diaoulezed, Jean ha Christophe... Ha dansoù a bep seurt : an-dro, hanter dro, laride, gavotenn, trikot, polka plinn, klamm, kas a-barzh, ride, plinn, ...

Ha pa vez kan ha diskan, kan bro Gwened, e vez brezhoneg forzh pegement war al leurenn. Hag er sal e vanke ar rummad 25/50 vloaz : chomet er gêr, brezhoneg ebet ken gante ?

Koulskoude an tregont bennag a dud yaouank, a youl-vat pe o kanan war al leurenn, a eskemme betek div eur vintin gant ar re gozh chomet da flapin ha da genverian brezhoneg ar vro gant ar brezhoneg desket er skolioù.

Setu merc'hed Brandivi, Anna de Parscau, Awena Le Baron ha Mari Lorho-Pasco, kanerezed anvet «an Diaoulezed», ul levraouegerez, un edukatourez evit ar re nammet hag ur vuhezourez en un ti-feurm pedagogel, holl bet e Diwan er skolaj hag el lise. Bugon, nerzh, startijenn ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 1 ?