Kan da selaou : un trio nevez !

Chronique publié le 19/03/17 11:55 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Kinniget oa bet un abadennig plijus-tre gant an teir flac'h, mignonezed abaoe pell, e skol Diwan, e skolaj, el lise, e «Allah's kanañ», krouet ganto un trio nevez : «Glav a ra».

Skrivañ a reont, filmañ a reont, kanañ a zo pouezusoc'h pouezusañ evito. Ma vefe kan «lyrique» gant «Zwei Schwester», pe traoù hengounel, pe tonioù evit ar vugale, ne baouezont ket da vousc'hoarzhin, hag an doare flour o deus da ganañ a lak tout an dud en o aes. Den ebet oc'h ober trouz, daoust d'an hanterkant bennak a dud deuet da zebriñ krampouezh e ti Billig e Gemperle.

«C'hwi a gano» oa bet graet a-drugarez dezho. Neuze, a vloaz da vloaz, e vo moarvat, kalz a abadennoù a galite kinniget ganto, ar brezhoneg e dilhad Sul, ma vefe war leurennoù Breizh, e chapelioù bro Leon, pe c'hoazh, war You Tube e bed ar bezh, e-giz vez graet dija gant Perynn abaoe bloavezhioù...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 0 ?