Kan ar Redadeg gant bugale Douarnenez

Appel publié le 21/04/12 11:29 dans musique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/25/25611/25611_1.jpg
Kan Skolidi CM1-CM2 skol Fañch Gwilhoù Doua

Setu ar paozioù, graet gant bugale klas divyezhek Gwenole Larvol, pebezh startijenn !

Gourc'hemennoù bugale, dreist ho labour gant Gwenole !!!


Redadeg DZ


Dreist ar maezioù ha dreist ar morioù

Dre ar straedoù hag an hentoù

E-pad an deiz pe 'pad an noz

Ar re yaouank hag ar re gozh

Dindan an heol pe dindan ar glav

'Vez klevet an holl o redek o kanañ


Diskan :

Sav da daouarn !

Redadeg 2012

Redadeg 2012

Bez zo tud a lâr e vo hir an hent

Ma daoudroad a yelo betek penn

'Vit mont deus Brest da Zouarnenez


Da gas an test da Vreizh a-bezh

Dorn ha dorn, a di da di

E red an holl ga'r memes spi

Ha pegen brav vije hor bed

gant brezhoneg atav gant brezhoneg 'pep lec'h


Diskan


Me blij din komz yezh ma zud

Ar yezhoù bihan 'chomont ket mut

Be zo lod o deus klasket

troc'hañ ma zeod, ma yezh karet

Met nijal a ra a-denn-askell

O livaat ar bed 'giz rafe ur bugel


Diskan


Lusk ma zreid o skeiñ ar straed

A voulc'h an hent d'ar Vretoned

N'eo ket ganin e vo torret

Chadenn treuzkas ar Redadeg

Ra vo leuniet ar straedoù

Gant bugale a viliadoù


Diskan


Vos commentaires :
Laëtitia Fitamant
Dimanche 22 décembre 2024
Yep! Dispar 'vel boaz! Bouchoù trouzus da vugale Dz! Deuit bugale, deuit war an aod ha ni no plijadur!

Anne Lemaire
Dimanche 22 décembre 2024
Gourc'hemennou bugale ha gourc'hemennou dit Gwenole. Dreist ar ganaouenn-se!

Pokou deoc'h tout.
Annamer


Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 0 ?