Kan ar Galon, Diouzh tachennoù rugbi Bro Gembre, da Stad Roazhon... istor kan broadel Breizh

Revue de film publié le 11/01/11 14:47 dans Cultures par Jacques-Yves Le Touze pour Jacques-Yves Le Touze
https://abp.bzh/thumbs/21/21009/21009_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/21/21009/21009_2.jpg

Ur film video o dispenn roudoù kan broadel Breizh, adalek e grouidigezh e Bro Gembre eo Kan ar galon. Kontañ a ra istor ar c'han dre testenioù, skeudennoù tennet diouzh dielloù, pe taolennoù adsavet.

Ar film-mañ bet sevenet gant Mikael Baudu ha produet gant Gwengolo Filmoù ha FR 3, eo ar film kentañ o tisplegañ istor liesseurt hor c'han broadel a vez anavezet diouzh traoniennoù Bro Gembre da venezioù an Himalaya hep disoñjal Kerne-Veur ha Breizh evel-just.

En DVD vo kavet ar film 30 mn e Brezhoneg hag e Galleg, ur bonus a vo da heul enni, ur gelaouadenn war Gouel Bro Gozh ma Zadoù oa bet dalc'het e Lesneven e 2010 ha Bro Gozh ma Zadoù o tont a-unvouezh gant 200 kaner bet enrollet en Iliz Lesneven.

E gwerzh vo an DVD adalek miz Meurzh 2010 evit 20 €, 15 € (betek fin miz Genver) e vo evit ar re o do rakprenet (asambles gant ar mizoù kas). Adalek 5 skouerenn e c'heller mont e darempred ganeomp.

Kasit en-dro da :

b/Poellgor Bro Gozh Ma Zadoù, BP 70815, 56108 An Oriant cedex

Postell: gouelarbrogozh@aliceadsl.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 3 ?