Kan ar bobl nullet : kanit er gêr, dre skype, dansit "at home" !

Chronique publié le 1/05/20 11:12 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/50/50410/50410_1.jpg
kan ar bobl 2019 (1016 vues)

Kan ar bobl 2020 ba Pondi ne vo ket kennebeut en dibenn-sizhun-man. Neuze, penaos dont a-benn da selaou kan ha diskan, da selaou ar re yaouank o kanan, bugale ar skolioù, sonerien nevez... ?

E penn kentan ar c'henfinan e oa kanerien brudet o kanan war ar rouedadoù sokial, hag aet int skuizh goude un nebeut devezhioù : Enora de Parscau, Erik Menneteau, Marthe Vassalo, ha kement zo tout. War lerc'h e oa tro ar c'helc'hioù keltiek da ginnig klipoù video brav-tre. Ha dre chans, kinniget oa bet peder gwech gant Tamm Kreiz, war facebook, peder fest noz «kenfinet» gant musisianed eus ar c'hentan, kanerien, sonerien treujenn gaol, akordeons, piano zoken...

Chomomp plom hag ar c'han, hag an dans a sikour a galz !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?