Kan ar bobl : miliadoù a ganerien, sonerien, konterien

Communiqué de presse publié le 2/04/16 10:37 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
(345 vues)

Un emgav evit an holl a gan, a son hag a gont dañvez Breizh : a vloaz da vloaz e vez gwelet arzourien o tiwan, strolladoù nevez, war intrudu skolaerien ha kelennerien alies.

Hiziv da 2e :

* baleadenn gant souezhadennoù (sonerien war an hent)

* prezegenn er mintin-mañ gant Emmanuelle Bouthillier (liammoù etre sonerezh Kebeg ha sonerezh Breizh), konkour sonerien biniou-bombard (ton bale, ha melodi)

* staj dañs laride gavotenn, ha konkourioù danserien, duo sonerezh etre 15e30 ha 7e noz.

* da 2e konkour Kanit'ta bugale («trophée Polig Montjarret») da 2e

* 4e : konkour «Tud kar» a lak tud an hevelep familh da gonkouriñ asambles

* 5e30, abadenn Balafent.

* 7e noz : digor kalon gant sonerien ar skol sonerezh, hag ur pred kanet da heul evit enoriñ Marcel jaffre, gant Jo Sergent, Samuel an Henanff, Andre ar Meut... (friko da virout da 02 97 25 14 00)

* fest-noz gan Kerbedig, Stringus, Trio Le Ruyet, Kermabon/Le Sciellour, Kerno/RObin.

Disul, abadenn ziwezhañ an tolpadoù bro : adalek 11e kan da zañsal, strolladoù, bugale, duo ha solo, kan gant ur benveg, kontadennoù, ha fest-deiz betek 8e noz.

Dibenn sizhun laouen d'an holl !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 8 ?