Kan ar bobl ar gonterien : prientit ho marvailhoù !

Communiqué de presse publié le 29/12/15 11:12 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

D'ar sul 24 a viz Genver e vo lidet ar bloaz nevez ba sant Turian gant kan ar bobl ar gonterien.

Evit ar peder gwech, goude Kemperle, Molan, setu tro sant Turian da zegemer an abadenn. Kontadennoù prientet gant bugale skol Diwan Kemperle a vo, met ivez tud kozh ha youank ar vro, o tont eus pell a-wechoù (Samuel Allo eus bro Roazhon ar bloaz paseet). Plijadur'vo, an dra sur. Souezhadennoù a vo, gant Andrev Sezneg, Anne-Marie Colomer... Hag evit kenderc'hel, e vo ur fest-noz kanet b'an dañs gant Billon/Penseg, FAMS, hag ar re a vo...

Evit lakaat e anv : 06 79 14 96 87

Ti Ar Vro Bro Kemperle


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 6 ?