Kan ar bobl ar gonterien : d'ar merc'her 25 a viz Genver da 3e e Kemperle

Agenda publié le 3/01/23 18:17 dans Culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/56/56621/56621_1.jpg
50 vloaz dija : KAB a lak dilhad nevez evit e skritell !

8vet gwech : plijout a ra da aozerien Kemperle kinnig ur filaj, goude merenn, d'ar re a gont ha d'ar re a selaou, en ul lec'h klet, brav, ha gant brezhonegerien kozh ha yaouank

Kae Surkouf, ti Hippolyte : aze e vo degemeret konterien yaouank ha kozh, brezhonegerien holl evit ur filaj gant kontadennoù ar vro, ijinet, hengounel, gant skol Diwan Kemperle, tud kafe pemp eur, tud deuet eus pell. M'ho peus c'hoant lakaat hoc'h anv (pevar den enskrivet dija) : 06 79 14 96 87

Ar gontadenn a rank bout kontet e 10 mn d'an hirañ. Ma vefe ur gontadenn ijinet, trugarez da lavarout d'an aozerien.

A-benn nebeut, evit selaou sorbiennoù !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 2 ?