Kan ar bobl 2017 : tammoù sonerezh

Communiqué de presse publié le 13/04/17 19:50 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

400 skoliad o tont eus 22 skol, peder leurenn, ha mil den o konkouriñ dirak sonerien brudet Breizh.

Gwelet oa bet Jean Herrou da ganañ war meur a leurenn : sur a-walc'h e vo klevet anezhañ o kanañ aliesoc'h c'hoazh, gant e gomper Riwall Fustec, mab ur vamm o kanañ ivez, eveltañ.

Aya Kiyono oa eilvet evel ar bloaz paseet, gant ar spi e yelo ar maout ganti ' benn bloaz evit ar c'han gant ur benveg, un delennourez eo, met tremenet eo dirazi Anjela Broustal gant ar gitarour T. Boulic.

Gant skol Diwan Kistreberzh, skol Romain Rolland ha skol Diwan Penharz e oa echu an devezh konkour war al leurenn. Bugale leun a startijenn o kanañ Youenn Gwernig «Tuchenn Mikel», ha tonioù bro Gwened kanet gant ar re all. Klas divyezhek Lann ar Stêr oa gant ur sonenn aozet ganto, mar plij !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 0 ?