Kan : an diazez ?

Chronique publié le 30/10/17 14:41 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/43/43463/43463_1.jpg
Marcel Guilloux hag Alan Ar Rouz

Evit Mixel Exekopar, kaner, dastumer, skolaer e bro Euskadi eo anat : pa vez kollet ar yezh e chom ar c’han c’hoazh. Pa grog ar vuhez gant ar babig, pe pa echu buhez an dud war an douar, kozh-tre, ne chom’ met un doare da vont e darempred gant ar bed : ar c’han, sonerezh ar gerioù... Farsal a ra pa lavar e chom tud a gan en euskareg e lec'hioù zo eus bro Spagn m'eo bet peurgollet an euskareg ... evel evit ar brezhoneg e lec’hioù ‘zo.

Roudaut- Ar Borgn vs sonerezh hengounel ?

Gant Diwan e oa ganet ur remziad tud o doa ijinet kanaouennoù ha tonioù nevez, Daniel an Doujet en o zouez evit ur bern sonennoù. Gant Jean-Luc Roudaut, kaner atav e div yezh, e vez kanet « ar c’hamion a vro Leon » pe « Enora », gant miliadoù a vugale, abaoe ganedigezh Diwan.

Gant Jakez ar Born e oa bet kompozet meur a son, e-unan pe asambles gant ar vugale, trec’h evit ar Kan ar bobl meur a wech. En tu all eus bro Leon e vez kavet sonerien ha kanerien ampart evel David ar Gall, kaset gantañ meur a c’hlas betek Pondi hag aozer kan ar Redadeg 2016. Levezonet muioc’h gant kan hengounel bro Wened, evel Yannig eus Pondi, setu skolaerien ha kelennerien o doa treset un dazont evit ar c’han e brezhoneg, pe en ur mod hengounel, pe en ur mod nevesoc’h..

Bugale ha krennarded kanerien hiziv an deiz ? ?

Hunvre tud ‘zo a oa sevel lazoù-kanañ e pep skol Diwan. Kemer perzh a ra pep bloaz ar skolioù divyezhek da Gan ar Bobl met ne vez ket kement-se a skolioù Diwan hiziv. Ul labour dreistordinal a vez graet e skolioù zo. Met piv a c’hell kanañ meur a zek kanaouenn dre 'n eñvor e brezhoneg ? Piv a oar evel e bro Euskadi pe e bro Gembre, bro Iwerzhon, kanañ div eurvezh da heul dizehan paozioù e brezhoneg ?

Gant Kreiz Breizh Akademi, gant Allah’s kanañ, eo deuet liseidi Diwan a-benn da ganañ traoù brav ha nevez evit lod anezho. Met marteze e vefe mat lakaat da bal mestroniañ gwelloc’h ar c’han hengounel ha nevez er c’hlas, evit gallout sevel remziadoù a oar kanañ hag o deus plijadur d’hen ober ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 1 ?