Kampoù e brezhoneg : surf, an ezen, poderezh, kaiak, gouren ...

Dépêche publié le 29/07/11 0:03 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22779/22779_1.jpg

Skuizh eo ar vugale. Dec'h e oant e Milin ar Roc'h, dirak ar Skorff, dizoloet o deus traonienn ar ster, pignet betek ar chapelig, ha kousket er maez, dirak ar vilin. E ti Thomas o deus desket ober war dro an ezen. En tu all, war bord an Ele, o deus graet «accrobranches» gant arbennigourien Ti Nadan.

Deuet e oa peder maouez da fardañ krampouezh evito fennozh. Met da gentañ e oa ret deskiñ ober an toaz. Ha pep hini da lakaat an traoù da vont war raok : homañ a dorr an uioù, egile a gas an dour, eben a lak an daouarn hag a labour an toaz...

Goude bezañ debret, filaj ! Sport, skasoù, dansoù a bep seurt gant akordeoñs Simon, ha da c'houde kontadennoù : an tri bouc'h gant Suzanne, ar c'hlopenn, «Me 'm eus ur park, bras, bras, bras ..» kontet gant Anne-Marie.

Ha penaos echuiñ ? Gant kanaouennoù eveljust : an tri femoc'h bihan, ur sonenn bro Mali, Tri Martolod (levezon Nolwenn Leroy ?), kanaouennoù brav Youenn Gwernig, ha Liberta, eveljust... Ale, Enora, poent eo mont da gousket. Echu trous ar mekanik dastum ar plouz hag an ed, echu trouz otoioù o treuziñ ar vourc'h. Brav an amzer hag an oabl a bromet un devezh sioul, glav ebet warc'hoazh...

Warc'hoazh, e vo ret mont da Wellegouarc'h evit ober bara gant Veronique. Kouskit dous, bugale e vakansoù !

44 staj vakansoù a vo aozet, daou e galloeg, 42 e brezhoneg. 18 e Penn ar bed, 17 e Aodoù an Arvor, 4 e Morbihan, tri e bro Naoned.

Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 1 ?