Kampionad Breizh al lazoù-kanañ, eil ha trede rummad

Agenda publié le 16/05/18 14:44 dans Cultures par Le Guillou Armelle pour Le Guillou Armelle
https://abp.bzh/thumbs/44/44983/44983_1.jpg
Skritell Kampionad BREIZH al lazoù-kanañ 2018

E trede rummad, rummad Selaou :

Kanomp ar Vro Sant Brieg, en em ginnigo evit ar wech kentañ er c’hampionad. Ar strollad a zifenn sevenadur Breizh abaoe pell dindan renerezh Jean Oriac. Met ne felle ket dezhañ, evit e kampionad kentañ, bezañ notet, na klaset. Ur strollad da zizoloiñ. Tommder arvesterien Landerne a sikouro anezho evit en em soutout en o vleud!

E eil rummad :

Klevet e vo en-dro gant plijadur Kan Izel Vor, eus ar Forest-Fouesn. E rummad Selaou e oa warlene ha daou vloazh zo. Met kreskiñ a ra ar strollad bihan a vloazh da vloazh, hag en em sentout a ra prest da vont e-barzh ar c’henstrivadeg da vat, evit lakaat da glevout e personelezh a gresk. Deuit da souten al laz-kanañ evit e bloavezh kentañ el live uhelloc’h !

Degemeret e vo er bloazh-mañ tri a laz-kanañ eus Bro Naoned. Divizet eo bet ganto mont er c’hampionad holl asamblez. Gallout a raio arvesterien Landerne prizañ strolladoù morse klevet ha dizoloiñ roll tonioù nevez penn-da-benn.

Ul laz-kanañ braz eo da gentañ Aber al Liger, met yaouank eo, o vezañ bet savet nemet daou vloazh zo. Graet eo eus koristed meur a lazoù-kanañ Bro Naoned. Berr eo bet e vuhez, met kalzh a zo dezhañ da kinnig dija, dindan renerezh ur paotr nerzhus, Guy Pouliquen. Plijus kenañ !

Laz-kanañ Kelc’h Keltiek An Naoned eo Kan ar Vro. Ur strollad leun a skiant-prenet eo, kinniget e vo e maestroniezh hag e anaoudegezh eus kan hengounel e brezhoneg ganto.

Laz-kanañ Orvault, e-kichen An Naoned, eo Orvez. Starijenn a zo gant ar strollad-se, ha buhezus eo ivez. Souezhet e c’hellfe bezañ an arvesterien gant abadenn al laz-kanañ-se. Aozañ a ra ur pennad kan orin ha fromus, gant e laz-seniñ bihan ha mouezhioù bugale ouzhpenn.

Meur a atoud a zo gant Kampionad 2018 evit sachañ an arvesterien a blij dezho ar c’han hag abadennoù plijus ha disheñvel, ha da gentañ kinnig ha dizoloiñ lazoù-kanañ nevez.

Ar pred kanet : goude ar c’hampionad e vo ur pred kanet digoret d’an holl er Family Landerne da 7e. Kaset e vo en-dro gant al lazoù-kanañ. Pephini a c’hello kanañ ganto : ul levrig gant pozioù an tonioù a vo profet da bephini. Mirit ho fred evit un nozvezh kig-ha-farz ha kan e brezhoneg. Plijadur a vo !

Iliz St Tomaz, disul d’ar 20 a viz mae, adaleg. Pred kanet da 7e.

Mont e-barzh :

Kampionad : 8€, digoust – 12 vloazh.

Pred kanet : 12€

Kampionad + pred kanet : 18€

Evit mirout plasoù : (voir le site)

www.kann-al-loar.com

Evit kaout titouroù ouzhpenn :

kanompbreizh@wanadoo.fr ou 06 32 29 79 29 et www.kanompbreizh.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 1 ?