Kala-Mae, gouel Kentañ a viz Mae Lannegi Lanvaoz

Communiqué de presse publié le 2/05/12 16:27 dans Patrimoine par Bertrand Deléon pour Bertrand Deléon
https://abp.bzh/thumbs/25/25781/25781_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/25/25781/25781_2.jpg

Tregont den bennak o deus lidet Kala-Mae gant Bemdez. Tre koadeier Lanvaoz omp bet aet evit un dro-vale da zizoleiñ giz barr Mae. Gant tonioù fleüt ha gitar ez eus bet dibunet barzhonegoù, dre an hentoù don en ur vont hebioù gwez heverk, reier bras kleger Kervadailh, stankoù, treuz ar stêrioù hag a-hed an traoñiennoù. Dizoloet ez eus bet glad natur ha sevenadur ar vro-se ma vez maeet an tiez c'hoazh.


Ur gouel keltiek kozh an hini eo a vez er broioù kelt dreist-holl evel Breizh, Bro-Gembre, Kernev-veur, Iwerzhon, Galisia... Ur pal sokial zo dezhi a-gozh p'en em gave ar rummadoù a-gevret ha mont da lidañ an natur o tihuniñ, ar reneveziñ hag ur prantad labour all da zont war an dro.

Gant-se n'eo ket pell eus spered micherourien Chicago e 1886 pa save 200.000 den, un degouezh aet d'ober ar gouel-labour war a vez anavezet e pep lec'h hiziv-an-deiz.

Ur bourmenadenn a dost 15 km an hini e oa ha ken plijus, dre ur vro gaer pa vefe distruj bras an adlodennañ, ar gwez meur nevez-diskaret, an takadoù drastet hon doa bet tro da welet eno. Lannegi Lanvaoz o deus bet o gouel ar c'hentañ a viz Mae !


Evit Bemdez, Bertrand Deléon


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 1 ?