Kafedioù Istor, lennegezh ha yezh 2016-2017 e Kemper

Agenda publié le 16/10/16 21:00 dans Histoire de Bretagne par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/41/41083/41083_1.png
Breizh hag ar bed keltiek en Europa

Adstagañ a reomp gant Kafedioù Istor, Lennegezh ha Yezh, hevlene en-dro d'hon Istor war hir amzer, d'hol lennegezh ha d'hon yezh, met ivez da yezhoù all Europa.

Setu steuñv ar bloavezh o tont neuze :

- «Indezeuropiz» (Rafael Urien) : 5 Du

- «Ar Gelted» (R. Urien) : 19 Du

- «Ar Sketla Segobrani» (Tepod Mab Kerlevenez) : 3 Kerzu

- «Preden dizalc’h ha roman» (R. Urien) : 17 Kerzu

- «Eus Preden d’ar broioù predenek (4re-12vet kantvedoù)» (R. Urien) : 7 Genver

- «An henvrezhoneg» (Yannig Laporte) : 21 Genver

- «An darempredoù etre Breizh ha Bro-C'hall hag istor diavaez ar brezhoneg» (R. Urien) : 4 C'hwevrer

- «Istor dibarzh ar yezhoù predenek» (R. Urien) : 25 C'hwevrer

- «Istor Kembre» (R. Urien) : 11 Meurzh

- «Istor Kernev-Veur» (R. Urien) : 25 Meurzh

- «Istor an Emsav» (R. Urien) : 8 Ebrel

- «Ar galizeg» (Y. Laporte) : 29 Ebrel

- «An anvioù-lec'h» : 13 Mae

D’ar Sadorn da 14 e 30 e krogo pep Kafedi Istor en davarn Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper

Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :

- displegadennoù mareadek war dodennoù liesseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…) ;

- c’hoariva ;

- abadennoù sonerezh liesdoare ;

- mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered «folklorel» a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all.

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho korn-bro.

Trugarez deoc’h da gemenn deomp mard emaoc’h e soñj dont pe get.

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon

resisadurioù : kevredigezhvrezhon@yahoo.ie

Kemenn da skignañ mar plij !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 8 ?