Kafedioù Istor : Ar Gelted gant Rafael Urien, Kemper

Agenda publié le 12/11/16 19:46 dans Histoire de Bretagne par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/41/41258/41258_1.jpg
Ar Gelted en Henamzer

Kafedi Istor : Ar Gelted

(lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 19 a viz Du 2016, 2e30 goude merenn, e tavarn «Ar Finnegans», 46 straed Aristide Briand, Kemper

N’eo ket gwall splann an tremen eus ar gumuniezh indez-europat d’ar Gelted, pa zeuont war-wel en Istor diwezhat a-walc’h. Hag emdroet o deus a-hed o istor, eus sevenarezh Hallstatt da hini La Tène pergen. Diazezet e Kreizeuropa hepken da gentañ, astennet o deus o sevenadurezh war ar pep brasañ eus Kornôg Europa, betek Preden, Iberia, Norzh Italia, met ivez, war-zu ar Reter, betek ar Balkanoù ha Turkia a-vremañ zoken. Petra a oa doareoù pennañ o sevenadurezh ? Souzet o deus a-benn ar fin, dirak ar Romaned pergen, evit bevennañ o sevenadurezh e inizi Gwalarn Europa, Preden hag Iwerzhon, ha betek Breizh a-vremañ da c’houde.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 7 ?