Kafedioù Istor 2017-2018 hag obererezhioù all

Agenda publié le 30/10/17 15:04 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/43/43464/43464_1.jpg
Kafedioù Istor 2017-2018

KAFEDIOÙ ISTOR, LENNEGEZH HA YEZH 2017-2018

Goude bezañ studiet hon istor war hir dermen dre brantadoù bras, abaoe Indezeuropiz, ez adstagomp hevlene gant ar C’hafedioù Istor, Lennegezh, Yezh... en-dro er wech-mañ d'hon Istor war amzer verroc’h, abaoe ma tiazezas ar Vrezhoned e Gwalarn Galia.

Setu steuñv kentañ ar bloavezh o tont neuze :

-«Krouidigezh Breizh gant ar Vrezhoned war an Douar-Bras (4re-8vet kantved)» : 11 Du

-«Tonkad troiellek Breizh dirak amezeion liesseurt (9vet-12vet kantved)» : 25 Du

-«Dugelezh Breizh dirak a-dal da Gapetiz (13vet-15vet kantved) : 9 Kerzu

-»Proviñs Breizh e rouantelezh Frañs (16vet kantved-1789)« : 23 Kerzu

-»Breizh dirak an Dispac’h gall« : 13 Genver

-»Breizh hengounel en he barr (1800-bloavezhioù 1880)« : 27 Genver

-»Mare ar gall(ek)adur (bloavezhioù 1880-1914)« : 10 C'hwevrer

-»Breizh, eus ur brezel-bed d’egile (1914-1945)« : 24 C'hwevrer

-»En-dro da emgann Kergidu« : 24 Meurzh

-»En-dro da Roparz Hemon, 40 vloaz goude e varv« : 7 Ebrel

-»Kafedi sonerezh : petore dibab etre sonerezh hengounel « plouk » ha doareoù sonerezh a-vremañ « evit prouiñ n’omp ket plouked »« : 21 Ebrel

-»Kafedi Istor ha Douaroniezh : Breizh abaoe 1945« : 29 Ebrel

-»Kafedi Douaroniezh : Europa" : 13 Mae

D’ar Sadorn da 14e30 e krogo pep Kafedi Istor en davarn Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER, war-bouez an abadenn diwar-benn emgann Kergidu a vo dalc’het e Kastell-Paol hag e Kergidu (Plougouloum/Trelaouenan). Kemmet e vo moarvat deiziadoù an abadennoù hervez abadennoù all a vo kinniget ouzhpenn (lennegezh, yezhoniezh, natur, armerzh…).


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 4 ?