Kafedi Yezh : «An henvrezhoneg» (lusket gant Yannig Laporte)
D’ar Sadorn 1añ a viz C'hwevrer 2020, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Goude freuz ha reuz an Impalaeriezh Roman e teuas war wel broadelezhioù nevez. Lod anezho a lezas o anv, ha tra ken. Unan avat a lezas ouzhpenn un anv, met ur yezh ivez : Breizh an hini eo.
Ar Vrezhoned, staliet en Douar-Bras a-c’houde kantvedoù, a oa bet niverus, urzhiet ha kreñv a-walc’h evit diazezañ ur vroad nevez, dezhi ur yezh arveret e-skoaz al Latin. Paot a-walc’h eo ar skridoù a lezjont dimp, daoust da reuzioù an Istor.
Studiet e vo, goude ur sell a-dreñv en istor ha goude un tamm displegadenn diwar-benn emdroadur ar predeneg, perzhioù pennañ yezh kempredidi Nevenoù. Ur yezh tost ha pell diouzh hon brezhoneg war un dro, gwellañ melezour ur gevredigezh e barr he bleñv, ereet ouzh an Inizi hag hi en Douar-Bras.
■