Kafedi Speredelezh : "Ar "marv" : ha goude ? hag a-raok ?"

Agenda publié le 21/10/22 22:45 dans Agrobusiness par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/56/56243/56243_1.jpg
Yerom Bosch, "Visioenen uit het hiernamaals" ("Gwelioù eis an trahont"), war-dro 1505-1515

Kafedi Speredelezh : «Ar »marv« ; ha goude ?...hag a-raok ?»

(lusket gant Rafael Urien)

D’ar Yaou 27 a viz Here 2022, 6e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Setu erru neuze mare kala goañv. Gant petra e c’hallfemp plediñ neuze ? Gouelioù sot-nay made in USA mat evit bugaligoù un disterig diwezhat ? Pe chom gant ur meneg diwar-c’horre eus ar re dremenet gant arouezioù ken sot-nay a gaver war ar rouedadoù kevredigezhel ?

Ha ma tennfemp, er c’hontrol, digarez eus gouel an Anaon evit, dres, gouzout hiroc’h diwar o fenn ? Ha komz siriusoc’h – pezh ne dalvez ket «tristoc’h» evit se, eus an tabou klokañ a c’hall bezañ : ar VARVIDIGEZH (an darvoud) hag ar MARV (ar stad a zeu da heul) ? N’eo ket re, da gentañ-holl, diouzh sell ar relijion-mañ-relijion : diouzh sell an enklaskoù skiantel a vez kaset war-raok ne lavaromp ket, abaoe labourioù Raymond Moody hag Elisabeth Kübler-Ross er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1970 pergen. Da c’houde e c’hallimp keñveriañ disoc’h an imbourc’hioù-gant kredennoù hengouel ar relijioù pe gant krennoù «folklorel» ar bobl-mañ-pobl : ha dislavarus e vefent ? Ha doareoù poblek ha denel e vefent, er c’hontrol, eus pezh a c’hoarvez pe a c’hoarvezo da bep hini ac’hanomp ? Rak, ha pa’z afe da get hon emskiant pe ha kendalc’hfe, diaes eo goulakaat e varfemp e doareoù disheñvel diwar zigarez omp Brezhoned pe Papoued, diwar zigarez hon c’hredennoù relijiel pe folklorel disheñvel.

Hogen ma c’haller bezañ prederietoc’h, evit abegoù anat, gant pezh a c’hoarvez «goude», prederiañ don war ar «goude» a zegas buan da brederiañ war an «a-raok» : prederiañ war ar marv a zegas, pezh a zo pouezusoc’h a-benn ar fin, war ar vuhez. Ha penaos e voe «krouet» hon emskiant, tra dizanvezel ? Eus an danvez, dres, evel disoc’h un argerezh kimiek luziet savet gant neuron hon empenn ? Pe, er c’hontrol, abalamour da natur disheñvel-krenn an emskiant (tra dizanvezel) ha ar c’horf (tra danvezel), o defe tonkadoù disheñvel a-raok ha goude hor «buhez» denel : bezañ krouet diwar kelligoù deuet eus hon tadoù hag hor mammoù, mont da boultr goude hon tremenvan, evit ar c’horf ; bezañ bet a-raok ha kenderc’hel da vezañ goude ?

Lakaomp neuze e c’hallfe bezañ ur gwirvoud en tu-hont d’ar pezh hol laka hon emskiant denel da verzout : petra e c’hallfe bezañ ? Ha gallout a rafemp mont e darempred gantañ ? Ha reizh e vefe klask en ober ?

Anat a-walc’h ne vo ket displeget deoc’h, krenn-ha-krak «Setu pezh a c’hoarvez ha pezh a zo da c’houde», met kentoc’h setu pezh hol lak da soñjal disoc’hoù an enklaskoù. N’eus ket anv amañ da «c’houzout» : «gouzout hiroc’h» ne lavaromp ket.

Evezhiadenn : ma n’eus ket da baeañ evit kemer perzh, trugarez da evañ un banne bennak da vihanañ, ne vern petra a vefe, pezh a zo an nebeutañ a c’hallomp ober evit ar Finnegans.


Vos commentaires :
Naon-e-dad
Vendredi 15 novembre 2024
Kalonek, en ur mod, eo mont war an dachenn-mañ.
.
Ma sellout pizh ouzh ar geriou : an « emskiant » (psikologiezh hag all) a zo danvezel, pa vez dizanvel an « Ene » (lakomp, ar pezh n’eo ket danvezel en den). Ne vank ket a dud a a zo o savboent « danvezelour » pe « hollzanvezel » - cf geriadur Favereau Voir le site - Ur choaj eo ha ne c’hell ket bezañ diazezet war ar skianchoù, dre ar skianchoù a zo o zachennad hini an danvez nemetken.
.
Dav eo mennegiñ daou dra :

. An EMI (« expériences de mort imminente », e galleg), ken dedennus ma vefent da studiañ, ne c’hellont ket bezañ lakaet e-barzh an dachenn speredel. Skiant-prenet speredel n’emaint-ket. Er c’hontrol, pa vez ur skiant-prenet speredel ez eus Doue e-barzh ar jeu. Setu perak, ez eo diaes , evidon-me, « gouzout hirroc’h » hep derc’hel kont eus ar pezh a lâr deomp ar Bibl, da skouer.

. E reizh gall, n’eus displegadur (« definition » e galleg) ebet eus ar « Marv ». Ar mezeg eo a ziviz hag a zo aozet da zikleriañ emañ marv unan bennak. A-wechoù ez eo anat, a-wechoù n’eo ket – soñjit ‘ta, da skouer, n’eo ket a-walc’h kaout ur c’hlopennad-tredan plad (« électro-encéphalogramme plat », e galleg) –

A galon,


Rafael
Vendredi 15 novembre 2024
1) Ne welan ket re pezh ho laka da gemer an «emskiant»« evel tra »danvezel«. Kemer a ran er c'hontrol ar gerioù »emskiant«, »ene« ha »spered« evel tost kenster, gant arlivioù un tamm disheñvel hervez tempz-spered ha dibaboù hini pe hini. Lod a rayo gant gerioù a-seurt »ene« pe »Doue« pa zibabo tud all, a gav dezho ar gerioù-se re a liv relijiel warno, gant »emskiant« pe »boud-a-us d'an-dud-ha-d'an-taoù-hag-a-stur-an-hollved« (troienn faltaziet ganin, ret din anzav). Met komz a reont eus traoù disheñvel, a-benn ar fin ?
2) An NDE n'int nemet un nor a-boan digoret war an trahont. Petra 'zo da c'houde, en tu-hont d'ar »
vevenn« ? Diaes da lavarout. Ha ret eo neuze tennañ kont eus mamennoù all (testeni mediomed, doareoù all da resev »heklevioù« a-berzh an Anaon, studiet gant François Brune da skouer...). Hag er bed all En deus Doue e blas. Diaes lavarout hag-eñ e vefe Doue hag a zo ar »Boud a sklêrijenn« a gomz anezhañ tud o deus buhezet NDE.
3)N'on ket-me gwall brederiet da c'houzout hag-eñ e vefe un termenad resis eus arr »
marv« gant an »Ordre des médecins« e Bro-C'hall. Hag en Alaman ? Hag e Breizh-Veur ? Ha e Japan ? Padal en deus Jean-Jacques Charbonier, da skouer, diskouezet en deus emdroet termenadur ar »marv« a-hed an Istor, hag e c'haller c'hoazh ober un diforc'h etre »marv-kalon« ha »marv-empenn«. Ha moarvat e c'haller termenañ stad ar re a vuhez un NDE evel ur stad-etre, p'eo aet o emskiant er-maez eus o c'horf, pa verzont dija boudoù eus an trahont, met pa n'int ket aet c'hoazh en tu-hont d'ar »vevenn" ne zistroer anezhi da c'houde...

Rafael
Vendredi 15 novembre 2024
(Ra vin digarezet evit va holl fazioù-koukoug, pa ne deurvezan ket lenn hag adlenn mil gwech pezh a skrivan a-raok e embann, ha ret eo anzav war ar marc'had ez eo munut-munut ment lizherennoù an evezhiadennoù)

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 9 ?