Kafedi Istor - Proviñs Breizh eus dibenn ar C'hevre d'ar Bonedoù ruz (1598-1675)

Agenda publié le 11/12/18 0:51 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/46/46431/46431_1.jpg
Emsavadeg ar Bonedoù ruz, hervez RY Kreston

Kafedi Istor : «Proviñs Breizh, eus dibenn ar C’hevre d’ar Bonedoù Ruz (1598-1675)» (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 15 a viz Kerzu 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Goude kimiad Merkeur ha dibenn ar C’hevre e hañval Breizh anavezout dekvloaziadoù peoc’hek a-walc’h, war-bouez un nebeud priñsed oc’h iriennañ a-enep da c’halloud roue Bro-C’hall (César Vendôme, Chalais, kardial Raez…) pe emsavadegoù ar werin abalamour da ziaesterioù ar vuhez pemdeziek. Dre vras ez eo pinvidik Breizh er mare-se, merket ivez gant an Adreizhadur katolik ha labour misionoù Mikael an Noblez ha dreist-holl Juluan Maner. Met diaesterioù armerzhel, adalek ar bloavezhioù 1670, a laka diaesoc’h stad ar boblañs, pezh a zegas da emsavadegoù 1675 (Paper-timbr ha Bonedoù ruz), o doa stroñset galloud ar roue e Breizh...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 8 ?