Kafedi Istor : Preden dizalc'h ha roman, gant Rafael Urien e Gemper

Agenda publié le 14/12/16 19:11 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/41/41433/41433_1.jpg
Aloubadeg Preden gant ar Romaned da heul dilestradenn an impalaer Klaoda.

Kafedi Istor : «Preden dizalc’h ha Roman», lusket gant Rafael Urien.

D’ar Sadorn 17 a viz Kerzu 2016, 2 e 30 goude merenn, e tavarn Ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper

A-bep seurt martezeadennoù a zo bet, hag a zo c'hoazh, eztaolet war deroù keltiekadur Inizi Preden hag Iwerzhon.

Petore oa lodenn dilerc’hiadennoù ar sevenadurezh rak-kelt hag an hini degaset gant ar re nevez degouezhet ?

Pezhioù dibar a oa e kevredigezh Preden eil lodenn ar milved diwezhañ kent J.-K. Hep mar e tenne evit ar pep brasañ anezhi eus pezh a oa gwelet en hevelep mare e-touez Kelted an Douar Bras avat.

E darempred gant Kelted an Douar-Bras eta o deus ar Vrezhoned, re ar Gevred pergen, skoulmet ivez reoù all gant ar Romaned.

Div ergerzhadenn en deus graet Kezar e Preden e 55 ha 54 kent J.-K.

N’eo nemet ur c’hantved diwezhatoc’h avat, adalek 43 goude J.-K., en deus an impalaer Klaoda kroget da aloubiñ Preden.

Start e voe an aloubadenn-se, a rankas en em astenn betek dibenn ar c’hantved, ha ranket o deus ar Romaned sevel mogerioù d’en em zifenn (pe da verañ o darempredoù ganto ?) diouzh pobloù an Norzh.

Tamm-ha-tamm he deus ar romanelezh merket don Preden, daoust ma viras-hi he c’heltiegezh ivez, en Norzh hag er C’hornôg pergen.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 4 ?