Kafedi Istor - Istor Istorioù Breizh

Agenda publié le 22/05/18 3:38 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/45/45013/45013_1.jpg
Beltram Argantred hag Arthur de La Borderie

Kafedi Istor : «Istor Istorioù Breizh» (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 26 a viz Mae 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

En Historia Regum Britanniae («Istor Rouaned Preden») Jafrez Menoe, en 12vet kantved, e voe gouestlet ul lodenn anezhi da Vreizh ha d’he rouaned abaoe Konan Meriadeg, met adalek grez ar Voñforzhed dreist-holl e tiorroas ul lennegezh Istor, evit reizhabegiñ levierezh dizalc’hour an duged. Politikel-tre e chomas Istorioù Breizh e-pad pell. Pêr ar Baud hag Alan Bouchard e voe istorourion bennañ renoù Frañsez II hag Anna, ha Beltram Argantred a embannas gant entan ar savboent brezhon. Da dalañ ouzh kontrollerezh an unpenniezh c’hall hag ouzh dislavar an istorourion c’hall en doa bet. Kendalc’het en eus an istorouriezh e Breizh er c’hantvedoù, met Arthur de La Borderie e dibenn an 19vet/derou an 20vet kentved a verk un troc’h, gant un emzalc’h a venn bezañ skiantel, daoust ma voe rebechet dezhañ meur a si, da c’houde. Meur a levr Istor Breizh a voe embannet war e lerc’h, a vent disheñvel.

Ar pep brasañ eus pezh a voe embannet a-fet Istor Breizh a voe skrivet e yezhoù estren. Petra a voe embannet war an dachenn-se e yezh ar vro a zo studiet avat ? Ha dreist-holl, petra a ra diouer evidomp-ni, petore hent a rankomp heuliañ da sevel ur gwir Istor broadel ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 5 ?