Kafedi Istor - Istor an Emsav

Agenda publié le 3/06/17 12:33 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/42/42346/42346_1.jpg
Blenierion an Emsav

Kafedi Istor : «Istor an Emsav» (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 17 a viz Mezheven 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Abaoe reuz ar Vikinged en 10vet kantved n’he deus ket paouezet Breizh da gilañ (rouantelezh vrezhonek deuet da vezañ un dugelezh c’hallek, proviñs emren er rouantelezh c’hall, Breizh aet da get ha diframmet e departamantoù, pobl dibennet eus he yezh hag eus an emskiant anezhi…).

Gwir eo he deus bet Breizh, a-hed hec’h istor, un heuliad tudennoù pe luskadoù o deus strivet da virout pe a c’halle bezañ miret (levierezh ar Voñforzhed, Beltram Argantred e dibenn ar 16vet kantved, ar Bonedoù ruz e 1675, irienn Pontkalleg e 1718-1720, stourm Breudoù Breizh gant ar Chalotez e 1763-1774, irienn ar Roueri e 1791…

Adalek dibenn an 19vet kantved e sav ul lusk nevez, war an dro da heul ar stourm a zo bet betek-hen ha disheñvel dioutañ : ne voe ket mui anv hiviziken da «virout» pa ne voe netra ken da virout. Eus adlakaat en he flom e voe anv hiviziken, adsevel Breizh : an Emsav an hini eo.

Goude Kervarker, a c’haller lakaat da enkorfañ ar «rak-Emsav», met a oa hiniennel c’hoazh e emzalc’h, e sav an Emsav e dibenn an 19vet kantved. Pegoulz ? Adalek ma teuas da vezañ ul luskad emskiantek a-stroll. Gallout a reer an Emsav da gregiñ gant kejadenn Frañsez Vallée ha Frañsez Jaffrennoù, a savas evit ar wech kentañ kentelioù brezhoneg e Skolaj Sant-Charlez e Sant-Brieg. Meur a aozadur hag a embregad e voe kaset war-raok hiviziken : KBB e 1898, Goursez Breizh e 1900, Unvaniezh Arvor ha SBB kentañ e 1911, Bleun-Brug e 1905, kelaouennoù evel Kroaz ar Vretoned, Stered ar Vro, Dihunamb, Brittia, Brug...Etre an daou Vrezel-Bed en em aozas an Emsav en-dro al luskad Breiz Atao, a grouas SEV e 1927 hag eil SBB e 1931, ha dreist-holl da Walarn. E-pad an Eil Brezel-Bed e kendalc’has an Emsav e stourm boulc’het abaoe tost un hanter kantved : Arvor, Framm Keltiek Breizh, Sterenn, Radio Roazhon-Breizh…

Dibennet goude dibenn an Eil Brezel-Bed e kendalc’has an Emsav, o kemmañ e zoareoù avat. Lennegel e voe da gentañ an adframmadur, en-dro da luskad Tír na nÓg hag Al Liamm, en em ledanaas en-dro da Guzul ar brezhoneg e 1957. Met dija e klaske ur remziad nevez a arnevezas ar sell emsavel, gant Youenn Olier ken abred ha 1945, gant An Avel hag Emsav Pobl Vreizh e 1947, ha dreist-holl Gwion Etienne a grouas Preder e 1957, hag a luskas SADED e 1962 hag ESB e 1967. Er bloavezhioù 1970 en em zisrannas hag en em liesseurtaas an Emsav, gant Skol an Emsav pergen. Adalek 1977 e voe kreizennet ar pep brasañ eus ar strivoù en-dro da Ziwan. Dioutañ e voe krouet An Here e 1982, a strivas, goude Gwalarn ha SADED, da grouiñ gant an dafar degaset gantañ, ur wir vuhez kefredel brezhonek, da lavarout eo brezhon. Daoust ma n’eus tost Emsav ebet ken hiziv an deiz, puilh eo bet pezh en deus krouet.

Met an Emsav, n’eo ket hepken an aozadurioù «bras» hag anavezet-se. Bez ez eo ivez personelezhioù kreñv (Frañsez Vallée, Taldir, Yann-Vari Perrot, Roparz Hemon, Abeozen, Maodez Glanndour, Youenn Olier, Gwion Etienne, Martial Ménard…) hag aozadurioù bihanoc’h –«dister» zoken, a-wechoù, a-fet niver ha brud– met bras ha pouezus evit an dud o deus bodet ha frammet, hag al levezon o deus bet evel-se (Kelc’h Keltiek Pariz Eugène Régnier er bloavezhioù 1920, «Ober» ha devezhioù Pennfoul er bloavezhioù 1930, Kêr Vreizh etre 1936 ha derou ar bloavezhioù 1970, Skaouted Bleimor, ar JEB er bloavezhioù 1950 ha 1960 o deus degaset mennozhioù nevez («kendrevioù», diwar batrom kibboutzim Israel…)

Petra a voe mennozhioù an Emsav ? Piv a oa personelezhioù bras pe munut an Emsav ?

Peseurt darempredoù en deus bet an Emsav gant ar Mouvement breton ? Petra voe aozadurioù hag oberezhioù an Emsav ? Petra a chom dioutañ ? Sed aze pezh a studiimp.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 5 ?