Kafedi Istor - Gouel Dewi : Istor Kembre

Agenda publié le 23/02/24 2:00 dans Agrobusiness par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/59/59137/59137_1.png
Stourm an aerouant ruz brezhon ouzh an aerouant gwenn saoz

Kafedi Istor – Gouel Dewi : «Istor Kembre» (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Merc’her 28 a viz C’hwevrer 2024, 6e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Lodenn veneziek Kornôg Preden ne oa ken da gentañ pezh a zo deuet da vezañ «Kembre». Tamm-ha-tamm en em gadarnaas evel ur vroad a-ziforc’h diouzh ar Vrezhoned all. Tro-ha-tro unvanet ha disrannet o doe Kembreiz, goude bezañ stourmet a-enep d’an Angled-Saksoned, d’en em zifenn diouzh ar Vikinged ha dreist-holl an Normaned, e penn rouantelezh Bro-Saoz adalek 1066. E 1283 e voent trec’het a-benn ar fin, ha lakaet dindan yev ar galloud saoz. Mirout a rejont un emskiant kreñv eus o c’hembreadelezh, gant ul lennegezh puilh (ar Mabinogion…), hag o sevel ez vareadek, evel da vare Owain Glyn Dŵr ar 15vet kantved. Staget kreñvoc’h c’hoazh ouzh Bro-Saoz e 1536 e kreñvaas mui-mui Kembre he dibarder gant pouez an Ilizioù protestant digemplegour pe, adalek an 19vet kantved, ar Reveulzi c’hreantel. E politikerezh Breizh-Veur e verkas ivez peurvuiañ Kembre un emzalc’h a-ziforc’h, gant pouez ar Strollad Frankizour da gentañ, ar Strollad Labour da c’houde, ar vroadelouriezh kembreat a-benn ar fin, ha pa vefe dindan dremm Strollad broadel Kembre (savet e 1925) pe dindan hini ar «republikaned». En-dro d’ar yezh dreist-holl eo kreizennet ar stourm e Kembre.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 1 ?