Kafedi Istor : «Dizalc’hiezh Breizh eus barr e sked betek he diskar (1458-1532)»
(lusket gant Rafael Urien)
D’ar Sadorn 12 a viz Mae 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Goude ur prantad «sioul» a-walc’h koulz e diabarzh Breizh hag evit pezh a sell he darempredoù gant Bro-C’hall e teu ar soubenn da drenkañ etre an div vro, goude ma tegouezhas Frañsez II e penn Breizh e 1458 ha Loeiz IX e penn Bro-C’hall e 1461. Tennoc’h-tennañ e teuas da vezañ stad diplomatek Breizh, goude drouziwezh Burgondia e 1477 pergen. Aliet gant Pêr Landais pergen e strivas Frañsez II da gavout kevredidi all hag e kasas pelloc’h c’hoazh levierezh dizalc’hiezh Breizh (krouidigezh Skol-Veur Naoned, Breudoù Breizh…). Faezhet e voe avat ar Vrezhoned e Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. An dugez Anna a glaskas kenderc’hel an erv boulc’het gant he zad, met faezhet d’he zro e rankas dre heg dimeziñ gant roue Bro-C’hall Charlez VIII. Yev pounner Bro-C’hall a rankas Breizh gouzañv e grez hennezh. Goude e varv e 1498 e timezas Anna gant e genderv ha warlerc’hiad Loeiz XII (dug Orleañs betek-hen ha bet kevread he zad ergentaou). Muioc’h a zoujañs a voe merket d’an dugez ha d’he bro, ha spi a zo bet he defe dugelezh Breizh gallet kaout ur warlerc’hiad a-ziforc’h diouzh hini Bro-C’hall. Ur raktres eured etre merc’h Anna, Klaoda, hag an hini a zeuio da vezañ diwezhatoc’h Karl V, impalaer Alamagn, a zo bet zoken. Goude marv Anna e 1514 avat e voe gwall ziaes da Glaoda, dimezet a-benn ar fin gant roue Bro-C’hall Frañsez Iañ, herzel ouzh galloud hennezh, ha loc’het e voe neuze argerzh an enframmañ, a zisoc’has e 1532 war skrid stagañ Breizh ouzh Bro-C’hall.
■