Kafedi Istor - "Dibenn proviñs Breizh emren (Eil lodenn an 18vet kantved, betek 1790)"

Agenda publié le 23/06/19 23:51 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/48/48018/48018_1.jpg
Devezh ar "brikoloù" e Roazhon

Kafedi Istor : «Dibenn proviñs Breizh emren (Eil lodenn an 18vet kantved, betek 1790)» (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 29 a viz Mezheven 2019, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

En eil lodenn an 18vet kantved e kendalc'h pennadurezhioù Breizh, er Breudoù ha dreist-holl er Stadoù, da zifenn start frankizoù Breizh dirak ar galloud gall. Met muioc'h-mui e teu an «unvaniezh» vreizhat-se da darzhañ pa 'z a bourc'hizion ar c'hêrioù da rendaeliñ kefridi hengounel an noblañs da zifenn Breizh, e anv ar c'hevatalder a-fet tailhoù pergen, kement-se a-unan gant selloù bourc'hizelezh ar C'hwec'hkorn, hep tamm damant ebet ken evit dibarder Breizh. Adalek an hañv 1788 e teu an disrann-se da vezañ krenn ha peurbadus da vat, pezh a lako Breizh d'en em deuziñ e roud an Dispac'h gall, ha da goll hec'h ensavadurioù dibar e deroù 1790


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 1 ?