Kafedi Istor - Brezel Hêrezh Breizh hag e heuliadoù betek marv Yann IV (1341-1399)

Agenda publié le 1/03/18 16:12 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/44/44447/44447_1.jpg
Emgann an Alre (29 a viz Gwengolo 1364)

Kafedi Istor : «Brezel Hêrezh Breizh hag e heuliadoù betek marv Yann IV (1341-1399)» (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 10 a viz Meurzh 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Goude marv Yann III e 1341 e teu dizemglev evit e hêrezh etre e nizez Janed Pentevr hag e hanter-vreur Yann Moñforzh, unan luziet ken ez eo : tra m’eo skoret Janed -hag hi oc’h embann he savboent e anv gwir ar merc’hed da dreuzkas ha sammañ an tron dugel, gant ar roue kapetat a zo diazezet e hini war divarregezh ar merc’hed d’en ober, ez eo Yann Moñforzh, diouzh e du, hag eñ oc’h embann ne c’hall ket ar merc’hed en ober, skoret gant ar roue saoz Edouarzh III a embann bezañ roue Frañs dre wirioù e vamm ! Evel-se e krogas Brezel Hêrezh Breizh, ur stourm war an dro dibar ha liammet ouzh Brezel Kant Vloaz.

Ar brezel-se, gwadek, distrujus ha rivinus ken ez eo, a echuas goude marv Charlez Blois, gwaz Janned Pentevr, e 1364 : gant feur-emglev Gwenrann 1365 e voe anavezet Yann IV, mab Yann Moñforzh, evel dug Breizh gant an holl. Met merzet e voe gant meur a hini evel penn un tuad kentoc’h eget evel un dug, ha rendaelet e voe e reizhwirielezh hag e geneilded ouzh Bro-Saoz betek e varv e 1399.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 5 ?