Kafedi Istor - Breizh eus skrid-stagañ 1532 da zibenn ar C'hevre (1598)

Agenda publié le 30/10/18 19:01 dans Gastronomie par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/46/46093/46093_1.jpg
Stadoù Breizh, Beltram Argantred ha dug Merkeur

Kafedi Istor : «Proviñs Breizh, etre enframmañ ha disrann (1532-1598)» (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 10 a viz Du 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

E 1532 e voe embannet stagidigezh dugelezh Breizh ouzh rouantelezh Frañs, gant ur skrid a embanne koulskoude mirout he frankizoù hengounel. Ensavadurioù emren a voe neuze lakaet en o flom, pezh a hañvale merkañ un enframmañ sioul ha c’hoataet gant pennadurezhioù ar vro. Ha koulskoude e voe treuzkaset ar c’heal broadel gant Beltram Argantred, ha daoust ma voe liammet gant politikerezh Frañs e kemeras ar C’hevre e Breizh ur ster broadel ivez...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 8 ?